Kutaisi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kutaisi, war ribl ar Rioni

Kutaisi (ქუთაისი e jorjieg, distaget [kʰutʰɑisi]) zo ur gêr vras e Jorjia, an eil kêr vrasañ goude Tbilisi a-fet ar boblañs. Emañ er gornaoueg da Dbilisi, war lez ar stêr Rioni, ha kêr-benn Imereti eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr-benn rouantelezh kozh Kolkida e oa Kutaisi. Kavet ez eus bet aspadennoù eus ar gêr-benn gozh, eus ar VIvet ha Vvet kantved kent J.K.

E 2011 e oa bet divizet gant gouarnamant Mikheil Saakashvili staliañ parlamant Jorjia e Kutaisi. E miz Mae 2012 e oa bet digoret savadur nevez ar parlamant e Kutaisi gant Saakashvili. Kement-se a oa bet graet evit digreizennañ ar vro hag evit tostaat ar galloud politikel da Abc'hazia, hervez ar prezidant, met abeg a oa bet kavet er cheñchamant gant e enebourien a wele aze un doare da zisteraat ar galloud-lezenniñ e-skoaz ar galloud-seveniñ.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Kutaisi gant ar c'hêrioù-mañ :


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.