Mont d’an endalc’had

Jed

Eus Wikipedia
Ar Jed en Erge-Vras, e miz Kerzu 2009

Ar Jed[1] pe ar Jet[2] zo ur stêr eus Breizh, e Kerne-Izel, hag un adstêr d'an Oded.

Eieniñ a ra e Kore, er c'hreisteiz d'ar vourc'h, e-kichen ul lec'h anvet Kerjed. Redek a ra a-hed 28,5 km, war-zu ar mervent da gentañ, ar c'hreisteiz goude, hag ar gornaoueg evit echuiñ, goude bourc'h Eliant. En em deurel a ra en Oded, war e lez kleiz, 2 km er reter da greiz-kêr Kemper, e-harz torgenn an Erge-Vihan, e-kichen milin Sant-Denez.

Treuziñ a ra douaroù ar c'humunioù-mañ : Kore, Tourc'h, Sant-Ivi, Sant-Evarzeg, Eliant, an Erge-Vras ha Kemper.

An diazad douret gantañ ha gant ar gwazhioù-dour en em daol ennañ en em astenn war ur gorread 107 km².

Dluzhed-mor (Salmo trutta) hag eoged (Salmo salar) a gaver e dourioù ar Jed.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]