Eliant
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Eliant | ||
---|---|---|
An iliz-parrez | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Elliant | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Rosporden (betek 2015) Konk-Kerne (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29049 | |
Kod post | 29370 | |
Maer Amzer gefridi | René Le Baron 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Konk-Kerne Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 307 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 47 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 82 m bihanañ 47 m — brasañ 105 m | |
Gorread | 70,30 km² | |
kemmañ ![]() |
Eliant a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e kanton Konk-Kerne, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Broig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Eliant e Bro ar Veleniked.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War a seblant e oa bet tud o vevañ en Eliant adalek Henoadvezh ar Maen, war-dro 50 000 a-raok Jezuz-Krist.
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er VIvet ha VIIvet kantved e teuas tud eus Hanternoz Kembre da vevañ hag annezañ a rejont e lec'h m'emañ ar bourk bremañ. Dont a ra an anv Eliant eus ar mare-se. Meur a zisplegadur a zo: diwar anv Sant Elian a oa deuet eus Kembre, diwar familh Lanellian er memes korn-bro, diwar un eil poull "an eil yen"...
- Da vare an Azginivelezh e voe savet manerioù ha chapelioù evel hini Treanna, bet savet er bloavezhioù 1480.
- Er XVvet kantved e varvas tost an holl annezidi diwar ar vosenn. Ouzhpenn 7 000 a annezad a oa o chom en Eliant neuze. Dastumet e voe ur werz anvet "Bosenn Eliant" gant Kervarker, a daolenn an darvoud-mañ en e zastumad Barzhaz Breizh.
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E-pad an diskaramzer hag ar goañv 1787-1788 e teu da chom er presbital gant an abad Laenneg e niz, Reun Laenneg, a zeuas da vezañ medisin meur hag ijiner ar selaouenner.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Guino, person; nac'het e voe gant Coden, kure[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Jili.
Savet e oa bet iliz gentañ Eliant en XVvet kantved. Adsavet e voe er XVIIvet kantved, ha tour an iliz etre 1660 ha 1669. Unan eus tourioù-iliz uhelañ e Bro-Gerne eo (50 m uhelder). Adsavet e voe ar peurrest etre 1700 ha 1712.
- Peulvan Kozhkêr Vaen
- Chapel Sant-Mikael
- Chapel Itron Varia ar Wir Sikour
- Chapel Treanna
- Chapel Santez-Marc'harid
- Taol-vaen Keringard
- Liorzhoù ar presbital
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ezel eo Eliant eus Kumuniezh kumunioù Bro Konk-Kerne.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2017 e oa bet digoret ur c'hlas divyezhek e skol bublik ar gumun. E distro-skol 2018, 59 skoliad o doa lakaet o anv (17,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 24 a viz Mae 2013 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1926 : Gwilhou Kergourlez, skrivagner
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
An Creagán-Maigh Locha | 1997 |
Div barrez amezek eus kontelezh Gaillimh eo An Creagán ha Maigh Locha. Er penn-kentañ e ranke kumun Tourc'h, hag hi sko ouzh Eliant, kemer perzh er gevelliñ, met n'eo ket deuet a-benn ar raktres.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51.
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg