Mont d’an endalc’had

Selaouenner

Eus Wikipedia
Selaouenner
medical device type
Iskevrennad eusdiagnostic equipment Kemmañ
Implijauscultation Kemmañ
Den heverkRené Theophile Hyacinthe Laenneg Kemmañ
Dizoloer pe ijinerRené Theophile Hyacinthe Laenneg Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/stethoscope Kemmañ
Arouezenn Unicode🩺 Kemmañ
selaouenner a-vremañ

Ur selaouenner zo ur benveg implijet e mezegiezh, evit ar selaouennerezh, da lâret eo da selaou trouzioù diabarzh korf an dud.

Ijinet e oa ar selaouenner e 1816 e Bro-C'hall, gant ar mezeg Rene Laenneg. Ne oa anezhañ d'ar c'houlz-se nemet un dornad paperennnoù ruilhet a dalveze da bellaat skouarn ar medisin diouzh bruched ar c'hlañvour abalamour da zoujañ d'e elevez. Krouiñ a reas e-giz-se ar selaouennerezh dieeun, a eneber ouzh ar selaouennerezh war-eeun ma lakaer ar skouarn ouzh askre ar c'hlañvour. Taolenniñ a reas e venveg dre skrid evit ar wezh kentañ d'an 8 a viz Meurzh 1817. Laenneg a savas un nebeud skouerennoù e prenn goude se. Ur doare founilh a zastume trouzioù ar c'horf, kaset goude betek ur selouell e penn all ar benveg.

Gwellaet e oa ar patrom war-dro 1830 gant Pierre Piorry a ijinas ur pezh en olifant da lakaat penn ar benveg da glotañ gwelloc'h gant toull skouarn ar selaouer. Er memes mare, un duellenn hebleg a stage ar "founilh" ouzh ar selaouell. Patrom ar benveg dibleg avat a vo implijet e-pad un nebeud dekvloaziadoù c'hoazh.

Ijinet e voe ur selaouenner gant div selaouell (evit an div skouarn) kerkent ha 1829 met ne voe savet nemet e 1851. An duvelenn a oa kaoutchoug met re vresk e oa ha ret e oa dilezel ar c'hentañ patrom-se. Un eil patrom a oa savet en 1852 gant tuellennoù metalek.

Ar c'hentañ selaouennerioù

War-dro 1870 e oa ijinet selaouennerioù diforc'hat : daou founilh, savet e penn pep a duellenn a gase d'ur selaouell evit pep skouarn. A-drugarez d'ar benveg-se e c'halle ar vezeien keñveriañ ar pezh a glevent e daou lec'h disheñvel.

Un nebeud kemmoù dister a oa degaset ken a ijinas Rappaport ha Sprague, er bloavezhioù 1940, ur benveg nevez berr ha pounner gant tuellennoù kaoutchoug hag ur "founilh" doubl a c'haller treiñ, evit selaou ar reizhad analañ gant un tu ha reizhad ar galon hag ar gwazhied diouzh an tu all.

E 1961 e oa ijinet gant an aotrou mezeg David Littmann, ur c'helenner eus Skol Vezegiezh Harvard, ar selaouenner a-vremañ, kalz skañvoc'h hag a roe an tu da selaou kalz gwelloc'h trouzioù diabarzh ar c'horf.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]