Lenn an Dreneg

Eus Wikipedia
Lenn an Dreneg

Gwelet eus ar chaoser
Melestradur
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Breizh
Departamant Penn-ar-Bed
Kumunioù Kommanna
Sizun
Douaroniezh
48° 24′ 33.466″ N, 1° 4′ 4.744″ R
Lec'hiadur Torosad Arvorig
Uhelder 154 m
Gorread 110 ha / 1,1 km²
Dalc'had 8,7 milion m³
Douradurezh
Enkerzh Elorn ha Mougev
Ezkerzh Elorn

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lenn an Dreneg a reer eus ur virlenn e Menez Are, krouet e 1979 war dachenn Kommanna ha Sizun pa oa bet savet ur stankell evit reoliañ fonnder ar stêr Elorn pa vez sec'hor ha pourchas dour da annezidi norzh Penn-ar-Bed : Brest, Landerne ha Landivizio.

En em astenn a ra ar mirlenn war 110 hektar (1,10 km²)[1], ha kaset e vez dour dezhi gant an Elorn hag ur stêrig arall, ar Vougev ; an Elorn hepken a zeu er-maez eus al lennad.
Meret e vez al lenn hag he ribloù gant Sindikad Diazad an Elorn. Kempennet eo bet he ribloù evit ma c'hallfe an dud mont da neuial enni ha da vageal warni. Pesketaet e vez enni ivez ha brudet eo an dluzhed a gaver enni.

Ouzh troad ar stankell ez eus bet savet ur c'harrdi bras ha staliet pannelloù fotovoltaek war e doenn 200 m² evit kenderc'hañ tredan, un 12 300 kWh bep bloaz[1].
E miz Kerzu 2009 e oa bet staliet troellrodoù er stankell, d'ober tredan gant nerzh an dour<ref>(fr) Le Télégramme, 30/09/2010. Kavet : 03/07/2022. </<ref>.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Syndicat de Bassin de l'Élorn. Kavet : 03/07/2022.