Pembo
Pembo | ||
---|---|---|
![]() An tour-tan. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Penboe | |
Anv gallek (ofisiel) | Paimbœuf | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Pembo (pennlec'h) betek 2015 Sant-Brewenn abaoe 2015 |
|
Kod kumun | 44116 | |
Kod post | 44560 | |
Maer Amzer gefridi | Raymond Charbonnier 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Su an Aber | |
Bro velestradurel | Bro Raez Atlantel | |
Lec'hienn web | www.paimboeuf.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 008 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 504 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 8 m bihanañ 0 m — brasañ 11 m | |
Gorread | 2 km² | |
kemmañ ![]() |
Pembo (Paimbœuf e galleg) a zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel , war ribl Su aber al Liger.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumunioù amezek : Korzed, Sant-Pêr-Raez ha Sant-Widel-Skovrid.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 851, Feur-emglev Anje : unanet eo Rouantelezh Breizh gant Bro-Raez, Bro-Naoned ha Bro-Roazhon.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pembo e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pembo. Lakaet e voe da benn Bann Pembo gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790[2]. E 1800 e voe lakaet da benn Arondisamant Pembo[3].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savet e voe ar fourgadenn La Méduse evit ar Morlu gall e Pembo e chantieroù ar gevredigezh Michel Louis Crucy. Moret e voe e 1810.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 53 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 2,29% eus he foblañs e [[1911}}[4].
Kemm Arondisamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dilamet e voe Arondisamant Pembo e 1926, lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Sant-Nazer.
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Sant-Brewenn pa voe diskaret Kanton Pembo e 2014[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An tour-tan, 1855.
- Iliz katolik Sant Loeiz, 1877-1879 ha 1895-1913.
- Al Liorzh Steredet.
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[7] ha kartenn-bost[8].
- Maen-koun 1914-1918 er vered, luc’hskeudenn[9].
- Plakenn ar re varv 1914-1918 en iliz katolik, luc’hskeudenn[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1931 | 1935 | Pierre Le Meur | ||
1935 | 1959 | Charles Gautier | ||
1959 | 1971 | Albert Chasagne | ||
1971 | 1977 | Ferréol Prézelin | ||
1977 | 1995 | Jean Louison | ||
1995 | Meurzh 2001 | Philippe Caillaud | ||
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Michel Bahurel | PS | |
Meurzh 2014 | Even 2020 | Thierry Brutus | Kleiz diseurt | Kelenner |
2020 | → bremañ | Raymond Charbonnier | Kleiz diseurt | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pitre-Chevalier (1812-1863), ganet e Pembo, istorour ha skrivagner
- Ernest Petit (1888-1971), jeneral ha rezistant ganet e Pembo, krouer ar skouadrennig Normandie Niemen e Moskov e 1941, senedour etre 1945 ha 1968.
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pembo
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb