Mont d’an endalc’had

Ernest Petit

Eus Wikipedia

Ernest Petit zo ur jeneral, rezistant ha politikour breizhat ganet e Pembo e 1888 ha marvet e Créteil (Bro-C'hall) e 1971. Kemeret en deus perzh en daou vrezel-bed ha stourmet en deus goude war an dachenn bolitikel evit ar peoc'h.

Ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1888 e Pembo (Bro-Naoned), mab eo d'un tailhanter ar Post ha d'ur gabellerez. Stummet eo e lise Saint-Cyr (remziad 1909). Isletanant eo e 1911 ha letanant e 1913. Anvet eo da gabiten e 1916, e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Bac'het eo e kreñvlec'h Ingolstadt en Alamagn. Tec'hel a ra kuit alese e miz Genver 1918 ha mont betek al linennoù gall. Goude ar brezel eo komandant e Maroko etre 1918 ha 1920 hag en Alamagn etre 1920 ha 1924, stummer e Saint-Cyr etre 1924 ha 1926, stajiad er Skol Uhel a Vrezel etre 1926 ha 1928, e-touez ofiserien ar Sav-Heol etre 1928 ha 1934 ha re Rannvro Pariz etre 1934 ha 1936, kelenner war an taktik e Skol al Liammañ hag an Treuzkas, hag e penn Kefridiezh vilourel Bro-C'hall e Paraguay etre 1938 ha 1940.

E 1940 e ya da gavout ar Frañs dieub e Londrez. Anvet eo da benn bras an ofiserien gant Charles De Gaulle e miz Genver 1941, ha da vrigadennour e miz Du. E 1942 eo anvet e penn kefridiezh vilourel ar Frañs Dieub en URSS. Krouer ar skouadrennig Normandi Niemen eo eta.

Goude ar brezel en em gav e penn trede Rannvro vilourel Rouen evel jeneral rannarme, etre 1945 ha 1946. E miz Eost 1946 e teu da vezañ jeneral korf-arme hag e penn Rannvro vilourel Pariz betek 1947.

Ar politikour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn-kentañ 1947 emañ e penn kabined milourel François Billoux, ministr PCF an Difenn broadel. Met kaset eo d'ar retred gant Georges Bidault, ministr ar Brezel, e miz Kerzu 1951, evit kastizañ anezhañ evit abegoù a genurzh sañset, e gwirionez abalamour d'e obererezh politikel.

Dilennet eo da senedour an departamant Seine e 1948, hag addilennet e miz Mae 1952. Peuzheñvel eo d'ar PCF e Kuzul ar Republik. Sezañ a ra e bodadoù an Difenn Broadel hag an Aferioù Estren. Ezel eo ivez eus Bodad an Aferioù armerzhel etre 1953 ha 1959. E miz Genver 1958 eo merket e emelladenn diwar-benn Brezel Aljeria, « ur brezel ma n'eo ket difennet en un doare strizh kenañ an euzhusterioù hag ar bourevadurioù. » Sevel a ra a-du gant hent ar peoc'h dre ar c'hevraouiñ evit kaout un Ajeria dizalc'h.

Addilennet eo e miz Even 1958 e moueziadeg diwezhañ Kuzul ar Republik. Addilennet eo ivez da senedour e miz Ebrel 1959 en trede plas a-dreñv Jacques Duclos ha Georges Marrane. Kenderc'hel a ra da zifenn ur politikerezh diazezet war ar peoc'h hag an dizarmadur nukleel.

Tomm eo ouzh mennozh ar "vignoniezh etre ar pobloù", ha kadoriad ar c'hevredigezhoù France-URSS ha France-Hongrie eo adalek 1954. Besprezidant ar gevredigezh France-Vietnam eo kerkent ha miz Gouere 1946, hag ezel eo eus Poellgor a enor ar Mignoniezh Bro-C'hall-Sina er bloavezhioù 1950. Stourm a ra e Luskad ar Peoc'h etre 1955 ha 1970.

Arouezennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eric Nadaud, "PETIT Ernest (général)", Dictionnaire biographique Mouvement ouvrier Mouvement social, Période 1940-1968, levrenn 10, Les Éditions de l'Atelier, 2014; lec'hienn : maitron-en-ligne.