Morlu gall
Neuz
Morlu broadel
| Rann eus | Nerzhioù lu Frañs |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1624 |
| Lesanv | La Royale |
| Testenn ar ger-stur | Honneur, patrie, valeur, discipline |
| Stad | Frañs |
| Aozadur mamm | Nerzhioù lu Frañs |
| Sez sokial | Hexagone Balard |
| Istor | istor ar Morlu Broadel |
| Item operated | Lestr-spluj, French Navy fleet, Alcide |
| watercraft prefix | FS |
Ar Morlu Broadel gall, pe ar Marine nationale e galleg, lesanvet La Royale, eo arme-vor Frañs, hag unan eus pevar skourr nerzhioù milourel Bro-C'hall. Bez eo unan eus ar galloudusañ ha brasañ nerzh mor dre ar bed hag anavezet evel morlu uhelvor. Ar morlu gall a c'hell neuze kas da benn oberiadurioù brezel pe kas nerzhioù dre ar bed a-bezh.
Bagoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bagoù brasañ a zo er morlu gall a-vremañ eo [1]:
- Douger-nijerezioù Charles de Gaulle ha 42 nijerez Rafale M
- 3 douger-biñsaskelloù dour-ha-douar renkad Mistral
- 3 lestr-spluj nukleel argad, renkad Suffren (3 ouzhpenn raktreset)
- 3 lestr-spluj nukleel argad, renkad Rubis (a vo dilezet evit ar Suffren)
- 2 fourgadenn renkad Forbin
- 2 fourgadenn renkad FREMM Alsace
- 6 fourgadenn liesroll renkad FREMM Aquitaine
- 5 fourgadenn liesroll renkad Lafayette (a vo dilezet gant 5 fourgadenn renkad Amiral Ronarc'h)
- 6 fourgadenn evezhiañ renkad Floréal
- 9 chaseour-minoù renkad Tripartite
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Philippe LANGLOIT, Les principales unités de combat en Europe, en service ou commandées (au 1er août 2025), DSI, HS n° 103, Eost Gwengolo 2025, pp. 32-35