Treglañviz
Treglañviz | ||
---|---|---|
![]() Gwel eus ar bourk | ||
Anv gallek (ofisiel) | Tréglamus | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Benac'h (betek 2015) Kallag (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22354 | |
Kod post | 22540 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Pariscoat[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 094 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 58 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 205 m bihanañ 128 m — brasañ 295 m | |
Gorread | 18,79 km² | |
kemmañ ![]() |
Treglañviz a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e Bro-Dreger.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Yoedi a ra an disparti gant Louergad ha Pederneg, war zu gwalarn
Kumunioù amezek : Pederneg; Plouizi; Mousteruz; Louergad
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
B. Tanguy : Treglanfus, 1427; treff de Treglanus, 1428; treff de Treglamus, 1480; Treffglaffus, 1486; Treglaffus, 1581
E. Vallerie : Treglanus, 1428; Trecolamus, 1630
Talvoudegezh : hervez B. Tanguy, diasur eo gwelout an anv tont diouzh klañvuz (maladif)
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Treglañviz e oa un trev Pederneg
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
29 Eost 1799 : ur steudad republikan a zo taget war an hent roial gant chouanted, kaset gant Debar
30 Genver 1800 : emgann en ar vered, etre republikaned Benac'h ha chouanted kaset gant Taupin
10 C'hwevrer 1800 : Eil emgann etre republikaned Benac'h (71 enrollad), ha chouanted kaset gant Taupin. Hemañ a zo lazhet. Interet eo bet drek an iliz.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 79 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,58 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2 Mezheven 1944 : goulennateet eo anezidi gant an Alamanted, hag harzet seizh den.
- 4 Eost 1944, e Rumin, war an hent roial, taget eo eur steudad Alamanted gant 30 rezistant. Distrujet eo ur c'harr-samm.
- Nav den a varvas abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas daou soudard e Brezel Indez-Sina.
- Mervel a reas daou soudard en Aljeria.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Peulven Restourneg
- Kefioù Kerlouaver ha Ruberzot (Houarn)
- Moudenn Koad ar C'hastell; anvet Komorre
- Iliz katolik Sant Bleiz (XVvet, XVIvet)
- Feunteun Sant Bleiz (XVvet)
- Kroaz Kerninon (1657)
- Kroaz ar presbital (1673); enrollet ar 5 Here 1964
- Kroaz Kermadeg (XVIvet); enrollet ar 7 Here 1964
- Kroaz ar Veuzit (XVIIvet)
- Kroaz Santez Anna (XVIIvet)
- Kroaz liorzh ar prebital (XVIIvet)
- Ti Zunadri (XVIIvet)
- Maner Kervouchard (XVIIvet - XVIIIvet
- Maner Kergiled (XVIIvet)
- Ti Kerninon (1704)
- Tiez Kervoda (1707)
- Tiar Veuzit (1746); en e boull
- Kroaz ar vered (1764)
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cill Garbháin | 1993 |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pêr-Vari Kernivinenn, bet ganet e Treglañviz ar 4 Meurzh 1876; belg, 24 Gouere 1898, ouzh breuriezh misionoù Afrika eus Lyon; prefed abostol Korbogo (Aod an Olifan), 16 Genver 1912 1922. Aet war e levez en Menton. Aet da Anaon an 22 C'hwevrer 1929
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Eder
Aotrounez Kerrien |
En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en argant |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995