Kaozeal:Yeodi
Goulenn dizanv
[kemmañ ar vammenn]- Ha testeniekat eo ar ger *rinier e brezhoneg evit rivière ? Ha ne vefe ket kentoc'h un nodrezh kozh treuzkomprenet ?
- Fazioù diwar benn ar Yeodi : ne c'heller ket fiziout er pezh a zo skrivet, rak ur fazi (ivez) eo menegiñ e brezhoneg arroudoù tennet eus skridoù gallek. Roit ar skridoù orin, kentoc'h. --90.32.163.113 22 Gen 2018 da 18:48 (UTC)
Respontoù
[kemmañ ar vammenn]- Un den eus kornad Landreger-Ar Roc'h a oar e vez laret ha distaget splann rinier.
- Pelec'h eo testeniekaet ar ger "nodrezh " ?
Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2018 da 19:10 (UTC)
Pa'm'oa roet testennoù e galleg, e oa bet rebechet din ! E bro Dreger, den ebet, nemet ar re desket dre al levrioù, ne gomz diouz ur stêr. N'ez eus nemet rinier gante (= ganto). Ar ger se ne zeu ket diwar ar galleg rivière. Ar wrizienn a zo memes hini hag Rhône pe Rhin. -I.E. *sreumen- = courant, flot, * srow = écoulement. Just evel serum ! JC Even. --Dreist an Amzer 22 Gen 2018 da 20:22 (UTC)
Gwelout ivez : https://br.wikipedia.org/wiki/Dourredenn
Kavet am eus ur skouer er skridoù Anjela Duval : E prad ar Rinier. (Chandelour 1968) Kan an douar.
Evit Anjela, he rinier, just e-kichen Traou an Dour, a zo al Leger.
Ha piv e vefe gwelloc'h brezhoneger 'wit (= eget) Anjela ?
Red eo evezhiañ hag an Ao Klerg, en e rakskrid, p. 13, a gomz diwar "pantennoù ar ster-Leger".
Ar person, Ao Klerg, ne oa ket bet ganet brezhoneger (eus Breizh-Uhel e oa). Desket en devoa brezhoneg dre al levrioù (memes ma oa ampart warnan)
Anjela e oa brezhonegerez a-viskoaz. Sklaer eo an diforc'h !
Just evel ma gwir mamm-gozh !
JC Even --Dreist an Amzer 23 Gen 2018 da 08:35 (UTC)
Gwelout ivez : https://fr.glosbe.com/br/fr/Rinier
JC Even--Dreist an Amzer 23 Gen 2018 da 08:40 (UTC)
Gwelout ivez : https://www.brezhonegbrovear.bzh/temou.php?tem=1727
Ezhomm 'zo da glask peloc'h ?
JC Even--Dreist an Amzer 23 Gen 2018 da 08:50 (UTC)
Gwelout ivez, war Wikipedia brezhonek : https://br.wikipedia.org/wiki/Fa%C3%B1ch_Peru
Albert Deshayes, p. 629, a ro ar ger Rivier (riujer, 1499). Pell awalc'h dija, d'am sonj. Kalz kozhoc'h 'wit (=eget) Belo, diwar vélo.
JC Even --Dreist an Amzer 23 Gen 2018 da 10:14 (UTC)