Paol ar Flemm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ganet eo bet ar sonaozour breton Paol ar Flemm[1] (Paul Le Flem hervez ar skrivadur ofisiel) e Radon (Orne) d’an 18 a viz Meurzh 1881, met lavarout a rae e oa genidik eus Lezardrev (Treger). Marvet eo e Landreger d’an 31 a viz Gouere 1984.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hag eñ emzivad d’an oad a zaouzek vloaz e voe koulskoude Paol ar Flemm ur skoliad eus ar re wellañ e lise Brest hag e teskas e-unan pennoù kentañ ar sonerezh. A-drugarez da Joseph Farigoul, rener Musique des Équipages de la Flotte, a oa bet o selaou e oberennoù bihan kentañ (danvez enno e oa bet kavet gantañ), en em enskrivas e Skol sonerezh e Pariz adal 1899.

Tapout a reas ivez un aotreegezh war ar brederouriezh (filosofiezh) er Sorbonne ma heulias kentelioù Henri Bergson. E 1902 ez eas da Moskov evel tigelenner hag e teskas rusianeg du-hont. Triwec’h miz diwezhatoc’h, en em enskrivañ a reas d’ar Schola Cantorum ma studias dindan renerezh d’Indy ha Roussel. E 1923, o tont war-lerc’h Roussel, e teuas da vezañ kelenner a gendonouriezh betek 1939. Erik Satie hag André Jolivet a voe e skolidi.

Adalek 1905 betek 1913 e vo savet gantañ e oberennoù pennañ hag e krogas evitañ ur maread krouiñ eus ar fonnusañ a voe torret a-daol-trumm abalamour d’an engalvadeg d’ar Brezel meur.

Adalek 1921 betek 1937 e teuas da vezañ sonerezhvarnour er gelaouenn bemdeziek Comoedia. Gantañ eo e voe anavezet donezonoù Igor Stravinsky ha Darius Milhaud.

Dre ma oa speredek-kenañ hag a spered digor e oa prest da zifenn an holl oberennoù a dalvoudegezh d’e veno, daoust ma oant pell diouzh e zoare. Bepred e toujas d’e wirizennoù breizhat dre gemer perzh, da skouer, en emsav arzel breizhat er bloavezhioù tregont, Strollad ar Seiz Breur.

Hep termal, ha daoust d’an tabutoù a veze etre ar skolioù, ar broioù hag ar rummadoù, e alias d’e skoliad André Jolivet mont da labourat gant Edgard Varèse, disprizet penn-da-benn d’ar mare-se. E-keit-se e voe kelenner war ar sonerezh ha penn-kor. Adkregiñ a reas da sonaozañ e 1936 hag e paouezas gant ar vicher-mañ pa teuas da vezañ dal e 1975.

Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezon sonerezh ar XVIvet kantved, ar sonerezh hengounel breizhat ha dreist-holl hini Debussy a vez klevet e oberennoù ar Flemm.

En e oberennoù yaouankiz e sonaozas evit ar benvegoù dreist-holl, ur "Sonadenn evit ar violin hag ar piano" peurgetket, ur "Pempad-kerdin" ha pevar fezh bras evit ar piano : "Dre al lanneier", "Dre an aodoù", "Kalvarioù kozh" hag "Ebrel".

Evit ar c’hlaviaz e sonaozas ur "Sinfonienn", ur "Faltazienn gant piano solo", "Mouezhioù an donvor", hag, awenet gant ur c’hantik breizhek, "Evit ar re varv"(1913). Ouzhpenn un nebeud kerzennoù ha koroù e skrivas "Aucassin ha Nicolette" (1909), eiladur savet evit un abadenn skeudoù sinaat da vezañ leurennet. (1924).

Gant oberennoù an oad gour e voe echu gant ur maread difrouezh a badas un ugent vloaz bennak. Arz lourennek a voe dreist-holl. E c’hoarigan kentañ, "Eostig Sant-Maloù", a sonaozas e 1938, hag e voe krouet e 1942 en Opéra-comique.

Morse ne voe sonet "Frankizenn ar voudig" e eil c’hoarigan skrivet e 1944. Diwar "Strobinellerezh ar mor" (1954), a voe ur c’hwitadenn, e tennas daou "Etrec’hoarioù", ar pajennoù nemeto krouet d’ar c’houlz-se, gant an "Eil sinfonienn" (1956).

E-pad e gozhni e sonaozas Paol ar Flemm, sonerezh-mouezh ("Morvenn ar Gouezelad" hag "Enor da Rameau"), un oberenn andonek, ar "Concerstück evit violon ha laz-seniñ" (1964), un "Trede Sinfonienn" (1971), ur "Pevare Sinfonienn" (1975), "An hini Miliget", ur c’hoarigan ha ne voe morse sonet hag e "Rakkerzoù evit laz-seniñ" (diechu, 1976).

Oberoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Seizh pezh bugelel
  • Siñfonienn bugulgan 1897
  • Orfe hag Euridis, barzhoneg siñfoniek 1899
  • Siñfonienn niv. 1 1906-1908
  • Mouezhioù an donvor 1910-11
  • Faltazienn evit piano ha laz-seniñ 1911
  • Dañsoù 1912
  • Evit ar re varv 1920
  • Kerkado, gourc'horoll en un arvest 1933
  • Follentez Lady Macbeth 1935
  • Liorzhour bras ar Frañs 1942
  • Adagio ha dañs-ront ar boudiged 1943
  • Ar gêriadenn, barzhoneg siñfoniek 1943
  • Majisianez ar mor 1952
  • En eñvor ar vreudeur Lumière 1955
  • Primaozad 1956
  • Siñfonienn niv. 2 1957
  • C'hoari gouelaniged 1957
  • Concertstück, evit bioloñs ha klaviaz 1964
  • Siñfonienn niv. 3 1967
  • Siñfonienn niv. 4 1971-1974
  • Rakkerzioù 1975

Oberoù sonerezh kambr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Concertstück, evit violoñs ha piano
  • Pavanenn an Dimezell, doare Loeiz XIV, evit 2 violoñs, arvoud, gaolvioloñs ha gourvioloñs 1899
  • Eurvezh pouez, pevarad-kerdin 1902
  • Pezh e la bihanañ evit pevarad-kerdin 1903
  • Kuzhioù-heol evit usvoud ha piano 1904
  • Sonatenn evit piano ha violoñs 1905
  • Pempad e mi leiañ, evit 2 violoñs, arvoud, gaolvioloñs ha piano 1909
  • Koroll blaz ar c'hozh warnañ evit violoñs, arvoud, gaolvioloñs ha telenn 1909
  • Pezh gorrek evit orglez 1909
  • Dañs blaz ar c'hozh warnañ evit telenn 1909
  • Heol loar dindan ar c'hoad evit telenn 1909
  • Heol loar dindan ar c'hoad, doare evit fleüt, violoñs, arvoud, gaolvioloñs ha telenn 1952

Oberoù piano ha kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Evit ar re varv evit daouad-piano (pevar dorn)
  • Ar re seizet
  • Ar gorriganed, valsenn vreizhek evit ar piano 1896
  • Hirnez 1896-99
  • Eponine ha Sabinius 1898-99
  • Pezh evit piano 1903
  • Dre an aodoù & dre al lanneier 1907
  • Kalvar kozh 1910
  • Kanaouenn ar balan 1910
  • Miz Ebrel 1910
  • Seizh pezh bugelel 1911
  • Dañsoù evit daouad-piano (pevar dorn) 1912
  • Maezadoù ar mor 1917
  • Maezadoù ar maezioù 1917
  • Siñfonienn gentañ evit daouad-piano (pevar dorn) 1928
  • Esmaeadenn 1938
  • Evit an dorn kleiz 1961

Oberoù mouezh ha relejiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Div sonenn a Vreizh
  • Heol loar evit kan ha laz-seniñ
  • Skrilh an oaled evit kan ha laz-seniñ
  • Dishiliad evit kan ha laz-seniñ
  • Mouezh war ribl ar mor
  • Kuzhioù-heol evit kan ha laz-seniñ
  • Mandolinenn evit kan ha laz-seniñ
  • Requiem 1896
  • Orfe en ifern 1896-99
  • Kain, kanadenn 1902
  • Endymion ha Séléné 1902-03
  • Aucassin ha Nicolette 1908
  • Tu es Petrus 1909
  • Aodoù skrijus 1911
  • Peuznoz an Arvor 1914
  • Peuznoz an Arvor 1914
  • Peuznoz an Arvor 1914
  • Peuznoz an Arvor 1914
  • Aspedenn evit kan ha laz-seniñ 1919
  • Meulgan ar gwin 1925
  • Ar Vatezh vihan 1935
  • Pourbaez vihan 1935
  • Gouel an nevezamzer 1936-37
  • Eostig Sant-Maloù 1938-42
  • Frankizenn ar boudiged 1943
  • Majisianez ar mor 1947
  • Dionysos 1948
  • Dek kanaouenn-pobl eus Bro-Skos 1952
  • Nav c'hanaouenn eus Breizh 1954
  • Triwec'h kanaouenn-bobl eus Breizh 1955
  • Morvenn ar Gouezel 1963
  • An hini villiget, gwerz skrijus, evit soloerien, kor ha laz-seniñ 1966-68

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Vefa de Bellaing, "Paol ar Flemm", pennad studi e-barzh Al Liamm, niv. 205, 1981, p.95-102.