Radon

Eus Wikipedia
Radon
AstatRadonFrankiom
Xe
Rn
Og
Taolenn beriodek, Radon
Perzhioù hollek
Niver atomek 86
Rummad kimiek Gaz nobl
Strollad 18
Trovezh 6
Bloc'h p
Tolz atomek 222
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d10 6s2 6p6
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8
Perzhioù atomek
Niver oksidadur 0, +2, +6
Tredanleiegezh 2,20 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 1 037,1073 kJ/mol
Skin atomek 220 pm
Skin kenamsav 146 pm
Skin Van der Vaals 220 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Gaz
Douester (≈20°C) 9,73 g/cm3
Teuzverk -71°C
Bervverk -61,7°C
Tredanharzusted (stlenn ebet

Un elfenn gimiek eo ar radon, 86 eo e niver atomek hag Rn e arouez.
Ur gaz nobl eo, skinoberiek, diliv, dic'hwezh, hag a-orin naturel evit an aliesañ. Dañjerus eo ivez evit an den pa c'hall degas krign-bev ar skevent.

Bez' ez anavezer 35 izotop eus ar radon hiziv an deiz, met ne gaver nemet pevar anezho en natur. Eus ar re-mañ eo ar radon-222 an hini paotañ. Dont a ra diwar skioberiegezh ar radiom-235 da heul hini an uraniom-238. Un hanter-vuhez a 3,823 devezh en deus ha skignañ a ra skinoù α. Pa vez kalz a radon en aergelc'h (e poull ur vengleuz pe en un ti...) e ro ar skinoberiegezh poloniom-218 (hanter-vuhez : 3,1 mn). Skinoù α all a zeu buan, hag a ro plom-214 (26,8 mn) ha bismut-214 (19,7 mn) da c'houde ha, war-lerc'h c'hoazh, poloniom-214 (164 µ) hag er fin plom-210, kalz hiroc'h e vuhez (22,3 bloavezh).
Enalet e vo gant ar boudoù bev, ha chom a ray en o skevent. Skinoberiek eo ar plom-se ha dindan levezon ar skinoberiegezh-se e vo ar skevent. Setu perak eo dañjerus ar radon, hag an eil abeg pennañ da grign-bev ar skevent eo ar radon war-lerc'h ar butun.


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok