Bloc'h (taolenn drovezhiek)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Bloc'hoù taolenn drovezhiek an elfennoù
Strollad  1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18
 Trovezh
1 1
H

2
He
2 3
Li
4
Be

5
B
6
C
7
N
8
O
9
F
10
Ne
3 11
Na
12
Mg

13
Al
14
Si
15
P
16
S
17
Cl
18
Ar
4 19
K
20
Ca
21
Sc
22
Ti
23
V
24
Cr
25
Mn
26
Fe
27
Co
28
Ni
29
Cu
30
Zn
31
Ga
32
Ge
33
As
34
Se
35
Br
36
Kr
5 37
Rb
38
Sr
39
Y
40
Zr
41
Nb
42
Mo
43
Tc
44
Ru
45
Rh
46
Pd
47
Ag
48
Cd
49
In
50
Sn
51
Sb
52
Te
53
I
54
Xe
6 55
Cs
56
Ba
*
71
Lu
72
Hf
73
Ta
74
W
75
Re
76
Os
77
Ir
78
Pt
79
Au
80
Hg
81
Tl
82
Pb
83
Bi
84
Po
85
At
86
Rn
7 87
Fr
88
Ra
**
103
Lr
104
Rf
105
Db
106
Sg
107
Bh
108
Hs
109
Mt
110
Ds
111
Rg
112
Cn
113
Nh
114
Fl
115
Mc
116
Lv
117
Ts
118
Og

* 57
La
58
Ce
59
Pr
60
Nd
61
Pm
62
Sm
63
Eu
64
Gd
65
Tb
66
Dy
67
Ho
68
Er
69
Tm
70
Yb
** 89
Ac
90
Th
91
Pa
92
U
93
Np
94
Pu
95
Am
96
Cm
97
Bk
98
Cf
99
Es
100
Fm
101
Md
102
No
Alc'hwez

bloc'h s bloc'h p bloc'h d bloc'h f

E taolenn drovezhiek an elfennoù, ur bloc'h zo ur bodad elfennoù kimiek ez eo heñvel o gwiskad amsav, eleze an amestez pellañ eus kraoñell an atomenn ma tro an elektronennoù a gemer perzh el liammoù kimiek.
En atomennoù diazez[1], ar gwiskadoù amsav o deus an hevelep niver pementadel eilrenk ("ell") a zeskriv o amestez pellañ (a zo ur gevreizhenn wagenn e gwirionez, n'eo ket un amestez evel hini an Douar tro-dro d'an Heol).

Hervez talvoudegezh eo an niver brasañ a elektronennoù a zo war un amestez, ha pep talvoudegezh he deus un anv saoznek, evel diskouezhet en daolenn-mañ :

Is-gwiskadoù evit an niver pementadel eilrenk
= Gwiskad Arouez Muiañ niver
a elektronennoù
Anv
0 An holl s 2 (en) sharp
1 An 2vet ha pelloc'h p 6 (en) principal
2 An 3vet ha pelloc'h d 10 (en) diffuse
3 Ar 4vet ha pelloc'h f 14 (en) fundamental
4 Ar 5vet ha pelloc'h g 18 (diouganet hepken eo = 4)
5 Ar 6vet ha pelloc'h h 22 (diouganet hepken eo = 5)
6 Ar 7vet ha pelloc'h i 26 (diouganet hepken eo = 6)
Goude al lizherenn f e heulier urzh al lizherenneg, war-bouez j hag al lizherennoù a zo bet implijet dija.

Da heul an daolenn-se ez eo bet anvet bloc'hoù an daolenn drovezhiek ; pevar bloc'h zo neuze, a zo anvet s, p, d ha f.

  • Peuznes hepken eo al liamm etre an anvioù-se, a zo diazezet war dasparzh an elektronennoù en atomennoù, hag ar bloc'hoù elfennoù a zo bet renket hervez o ferzhioù kimiek.

Perzhioù dre vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elfennoù eus ar "strollad pennañ" a reer peurliesañ eus elfennoù ar bloc'hoù s ha p ; metaloù ardreuzat a vez graet eus ar bloc'h d, hag er bloc'h f e lakaer hogozik an holl lantanidoù (adalek 57La betek 70Yb hag an aktinidoù (adalek 89Ac betek 102No).

Dizemglev zo avat a-zivout an elfenn-mañ-elfenn ; da skouer, an teir elfenn 30Zn, 48Cd ha 80Hg, a zo er strollad 12 hag er bloc'h d a vez alies lakaet er bloc'h p a zo er "strollad pennañ", abalamour ma vezont tostoc'h dre o aozadur fizikel hag o ferzhioù kimiek ouzh elfennoù ar bloc'h p eget an elfennoù all eus ar bloc'h d.
A-wechoù e vez sellet ouzh elfennoù ar strollad 3 (er bloc'h d) evel re ar "strollad pennañ" rak damheñvel ouzh elfennoù ar bloc'h s e vezont kavet gant lod skiantourien.

  • Merkit n'emañ elfennoù ar bloc'h f e strollad ebet (n'eo ket niverennet o bann, etre ar strolladoù 2 ha 3).
  • Dibar eo an elfenn Heliom 2He : er bloc'h s e vez renket dre he ferzhioù fizikel (1 amestez hepken, 2 elektronenn ennañ), hag er strollad 18 gant elfennoù ar bloc'h f dre he ferzhioù kimiek rak leun eo he amestez pellañ, evel an holl c'hazoù nobl

Bloc'h s[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl elfennoù ar strolladoù 1 ha 2 zo er bloc'h s dre ma'z eo talvoudegezh o niver pementadel eilrenk  ; eil elfenn an drovezh 1, an heliom, zo ivez er bloc'h s, evel a zo bet displeget amañ a-us.
Metaloù eo holl elfennoù all ar bloc'h : metaloù alkaliek (strollad 1) ha prialkaliek (strollad 2). Blot eo an holl vetaloù-se, hag izel eo o zeuzverk (ar wrezverk ma teuzont, ma troont d'ul liñvenn) hag o bervverk (ar wrezverk ma troont d'ur gaz). An darn vuiañ anezho a laka liv en ur flammenn. An holl anezho war-bouez an heliom zo kediekik-kenañ, da lavarout eo e tazgweredont aes gant elfennoù all.

Bloc'h p[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl elfennoù ar strolladoù 13 betek 18 (war-bouez an Heliom) zo er bloc'h-se dre o niver pementadel eilrenk  : 6 strollad zo er bloc'h abalamour ma c'hall an amestez p derc'hel 6 elektronenn d'ar muiañ ; 1 elekronenn zo en amestez p er strollad 13, 2 elektronenn er strollad 2, hag evel-se betel 6 elektronenn war amestez p elfennoù ar strollad 18.
Tri doare elfennoù zo er bloc'h p : metaloù, metaloidoù ha nann-metaloù, ha teir stad fizikel : kaledoù, gazoù, hag ul liñvenn (35Br).

Bloc'h d[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz an daolenn drovezhiek emañ ar bloc'h-se (strolladoù 3-12).
Metaloù eo an holl elfennoù-se ; metaloù ardreuzat eo an holl anezho, daoust ma'z eo re ar strolladoù 4-11 hepken hervez lod skiantourien. Gant an drovezh 4 e krog ar boc'h d. Da ardreuzat e vezont lakaet abalamour ma'z int etre ar metaloù tredanvuiek kreñv (strolladoù 1 ha 2) a ro aes-tre elektronennoù da stummañ ionoù muiel hag ar re dredanvuiek gwan (strolladoù 13-16).
An darn vuiañ eus an elfennoù-se o deus da nebeutañ 1 elektron oberiant en o gwiskad d ().

Bloc'h f[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra bennak ma vez diskouezt ar bloc'h f en un doare distag diouzh an elfennoù all e taolenn drovezhiek an elfennoù emañ da vezañ renket etre ar bloc'hoù s ha p, etre ar strolladoù 2 ha 3. Abalamour ma n'emaint en hini ebet eus ar strolladoù 1-18 e vezont diskouezet a-zisrann.
En trovezhioù 6 (lantanidoù) ha 7 (aktinidoù) emañ elfennoù ar bloc'h f. Metaloù int, a vez lakaet da ardreuzat etre re ar strolladoù 3 ha 4 ; tost da re elfennoù ar strollad 3 eo perzhioù kimiek al lantanidoù, douaroù rouez a reer a-wechoù eus an elfennoù lantanidoù + strollad 3.
O niver pementadel eilrenk eo perzh boutin elfennoù ar bloc'h f. Koulskoude, teir elfenn eus ar bloc'h-se n'o deus elektronenn ebet er gwiskad f : 57La, 89Ac ha 90Th ; dre o ferzhioù kimiek kentoc'h eget dre o ferzhioù fizikel int bet renket er bloc'h f.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Scerri, E.. The periodic table: A very short introduction. Oxford: Oxford University Press, 2011 (ISBN 978-0-19-958249-5)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvec'hiet eo an atomennoù diazez, kement a rannoù muiel (+) hag a re leiel (-) zo enno, n'int ket ionoù neuze.