Iridiom
|
Un elfenn gimiek eo an iridiom ; Ir eo e arouez kimiek, 77 e niver atomek ha 192,217 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo, eus familh ar platin.[1]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1803, ar c'himiour saoz Smithson Tennant a lakaas platin da zileizhiñ en dour real (HNO3 + 3HCl), ha merzout a reas e chome darn eus ar metal hep dileizhiñ. Heñvel a oa c'hoarvezet gant kimiourien all c'hoazh, o devoa lavaret e oa grafit eus an nemorant. Smithson Tennant e soñjas dezhañ e oa un dra bennak all koulskoude, ha dre arnodiñ gant trenkennoù ha bazennoù e teuas a-benn da rannañ an nemorant e div elfenn vetalek nevez, a anvas iridium hag osmium.
Eus hini Iris (doueez), doueez Hellaz ar ganevedenn, e teu anv an iridiom en abeg da livioù e haloù.
Pelloc'h eget S. Tennant ez eas ur strollad kimiourien, ar Saoz Sir Humphry Davy en o zouez, pa zeujont a-benn e 1813 da brouiñ e c'hall an iridiom teuziñ evel ar metaloù all dre e lakaat en ur red-tredan galloudus ganet gant ur niver bras a zaspugneroù.[2]
Kenderc'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar kenderc'hadur an nikel hag ar c'houevr e teu an iridiom a vez arveret. E Suafrika, e Rusia, e Kanada hag e Stadoù-Unanet Amerika eo e kenderc'her ar muiañ ag iridiom. War-dro 2,3 tonennad a voe kenderc'het e 2011.[3]
Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur metal kalet-kenañ liv an argant eo an iridiom. An eil elfenn stabil stankañ eo, goude an osmiom. Puzuilh eo daoust d'e zouester.
Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar metal diaesañ da zaskrignat eo an iridiom, zoken e gwrezverkoù ken uhel ha 2 000 °C e talc'h ouzh an dour real (HNO3 + 3Hcl), an trenkennoù, ar metaloù all en o stumm teuz, ar silikatoù. Gant halogenoù, ar fluor dreist-holl, ha lod haloù evel NaCN ha KCN e c'hall bezañ daskrignet koulskoude.
Kalz dazgweredusoc'h eo an iridiom en e stumm bruzunet-tanav, tu zo da lakaat tan da begañ ennañ.
Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou izotop naturel zo d'an iridiom, Ir-191 (37,3 % eus an Ir a gaver war an Douar) hag Ir-193 (62,7 %). Tremen 30 skinizotop zo bet kevanaozet, er skalfad 164Ir — 199Ir, an hini stabilañ o vezañ Ir-192 gant un hanter-vuhez a 73,827 devezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
188Ir | kevanaozet | >1,73 devezh |
189Ir | kevanaozet | 13,2 devezh |
190Ir | kevanaozet | 11,8 devezh |
191Ir | 37,3 | stabil, 114 neutron |
192Ir | kevanaozet | 73,827 devezh |
193Ir | 62,7 | stabil, 116 neutron |
194Ir | kevanaozet | 19,3 eurvezh |
Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abalamour d'e galeter ha d'e harzder ouzh an daskrignat e gwrezverkoù uhel ez implijer an iridiom war meur a dachenn. Alies e vez kendeuzet gant platin, titaniom pe osmiom.
- Metalouriezh : da fardañ lod tammoù eus kefluskerioù ar c'hirri-nij, tuellennoù da labourat e donder ar mor, elieneroù krec'h-skalfad, ahelioù evit an horolajerezh hag ar binvioù-muzuliañ (nadozioù-mor, tredanerezh, elektronik)
- Greanterezhioù an eoul-maen hag ar gaz : da amprouiñ soudadurioù pezhioù dir.
- Ijinerezh gwiadel : da fardañ neudennerezioù a-benn kenderc'hañ gwiadoù graet diwar neudennoù mezel pe gelluloz evel fals-sidan (nilon, reion hag all).
- Kimiezh : kleuzeurioù da genderc'hañ strinkennoù evit memorioù an urzhiataerioù, hag an diodoù laser. Treluskerioù a farder ivez.
- Elektronik : kenstokoù.
- Egorlistri : iridiom zo bet arveret evit endelc'her an trelosk plutoniom-238 e ganeroù gwreztredanel dre skinizotopoù an egorlistri Cassini, Galileo, New Horizons, Pioneer, Viking ha Voyager.
- Skiantoù : 90 % platin ha 10 % iridiom eo stalon etrebroadel ar c'hilogramm. Ur gwiskad iridiom zo war melezourioù ar pellsellerioù dre skinoù X evel re an egorpellseller Chandra X-Ray Observatory bet bannet gant an NASA e 1999. Enep-protonoù a genderc'her dre vannañ protonoù war palioù iridiom, a zo stabiloc'h eget wolfram evit an arver-se.
- Mezegiezh : ar skinizotop Ir-192 a implijer e krenngurañ lod organoù taget gant ar c'hrign-bev.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os ha 78Pt e-unan eo ar familh.
- ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 11 KZU 12
- ↑ The Adits Funds] (en) Liamm oberiant 11 KZU 12
Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |