Skoazell:Elfennoù kimiek

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Radiation warning symbol.svg
Vector molecule.svg
Uraniom
ProtaktiniomUraniom Neptuniom

Nd
U
Taolenn beriodek, Uraniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 92
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek 238,02891
Aozadur elektronek
[Rn] 5f3 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 21, 9, 2
Electron shell 092 Uranium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +3, +4, +5, +6
Tredanleiegezh 1,38 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 597,63 kJ/mol
2 : 1 120 kJ/mol
3 : 1 910 kJ/mol
Skin atomek 175 pm
Skin kenamsav rcov = 196 pm
Skin Van der Waals rw = 186 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20°C) 19,050 g/cm3
Teuzverk 1 132,2°C
Bervverk 3 927°C
Tredanharzusted 2,8 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn
Uraniom

Setu amañ berr-ha-berr alc'hwez ar voest-kelaouiñ a ginnig un elfenn gimiek.

En anv
Perzhioù hollek
  • Niver atomek : an niver a brotonennoù a zo e-barzh nukleüs an elfenn.
  • Rummad kimiek : anv ar rummad m'emañ an elfenn e taolenn drovezhiek an elfennoù hervez rummatadur an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC).
  • Strollad : anv ar strollad m'emañ an elfenn en daolenn drovezhiek hervez an IUPAC.
  • Trovezh : niverenn al linenn m'emañ an elfenn en daolenn drovezhiek hervez an IUPAC.
  • Bloc'h : arouez ar bloc'h m'emañ an elfenn en daolenn drovezhiek hervez an IUPAC.
  • Tolz atomek : an niver a wezhioù ma'z eus 1/12 eus tolz un atomenn 12C en elfenn (12,011 eo tolz an elfenn C) ; ur c'hementad hep unanenn eo.
Aozadur elektronek
Perzhioù atomek
  • Niver oksidadur ; niver a elektronennoù a c'hall bezañ gounezet pe gollet en ur c'hediad kimiek. Notennet e vez eus -5 (pemp elektronenn laosket gant ar Bor er c'hediad Al3BC) ha +9, hini an ion IrO4+.
  • Tredanleiegezh : gouestoni an elfenn da zesachañ elektronennoù p'en em stag ouzh un elfenn all. Ar c'himiour ha fizikour Linus Pauling (Priz Nobel ar Gimiezh 1954) a ijinas e 1932 ur skeul (Skeul Pauling) war ar skalfad Frankiom (0,7) – Fluor (4).
  • Gremmoù ionadur : pep talvoudegezh a verk ar c'hementad bihanañ a c'hremm a zo ret evit lemel un elektronenn diouzh stad kent an atomenn.
  • Skin atomek : an hed etre kreiz an nukleüs ha bevenn ar gwiskad elektronennoù pellañ. An ångström pe ar pm (pikometr, 10-12 metr) eo an unanenn, ar skalfad o vezañ 0.3-3 Å / 30-300 pm.
  • Skin kenamsav : an hanter eus hed un ere kenamsav etre div elfenn heñvel en ur volekulenn ; notennet e vez rcov diwar ar saozneg covalent radius, ha muzuliet e pm pe en Å.
  • Skin Van der Waals : skin boul amwir un atomenn, da lavaret eo an hed etre kreiz he nukleüs hag ar vevenn ma'z eo kempouez an nerzhioù desachañ ha bountañ e-keñver un atomenn all ; ar fizikour izelvroat Johannes Diderik van der Waals (Priz Nobel ar Fizik 1910) e voe ar skiantour kentañ o verzout e ranker lakaat an atom da vouloù e-lec'h poentoù.
Perzhioù fizikel
  • Arvez : ar stad m'emañ an elfenn pa vez en endro skoueriek, da lavarout eo 273.15 K ar gwrezverk (0°C) hag 1 aergelc'h (105 Pa, da lavaret eo 100 kPa pe 1 bar).
  • Douester : tolz an elfenn rannet dre hec'h ec'honad, muzuliet pa vez tro-dro da 20°C tro-ha-tro dezhi ; e g/cm3 e vez merket; tolz ec'honel a reer ivez pa gomzer eus atomennoù.
  • Teuzverk : ar gwrezverk ma tro un elfenn galet da zourek en endro skoueriek.
  • Bervverk : ar gwrezverk ma tro un elfenn galet d'ur gaz en endro skoueriek.
  • Tredanharzusted : gouestoni an elfenn da virout ouzh ur red tredan a dremen drezi.