Mont d’an endalc’had

Nukleüs (an atomoù)

Eus Wikipedia
Nukleüs
type of quantum particle
Iskevrennad eusbound state, charged particle, matter composed of quarks Kemmañ
Rann eusAtom Kemmañ
Studiet gantatomic physics, classical electromagnetism, particle physics, fizik nukleel Kemmañ
Interactionelectromagnetic interaction, gravitadur Kemmañ
Dezverket drebaryon number, Treuzkiz Kemmañ
Enebet ouzhelectron shell Kemmañ

An nukleüs a zo ur stroll protonoù ha neutronoù a furm « kalonenn » patrom a-vremañ an atomoù.

Hervez ar patrom-se eo kreizennet an nukleonoù (protonoù ha neutronoù) e-barzh ur volum bihan-bihan: war-dro 10-15 m eo diametr an nukleüs, e-skoaz hini an atom a zo war-dro un angström (10-10 m).

Un nukleid X a zo anezhañ un atom spisverket gant e niver mas A hag e niver atomek Z; notet e vez:

(lenn X A, empleg eo an niver atomek).

Klotañ a ra an niver atomek Z gant an niver a brotonoù e nukleüs an nukleid, tra m'eo an niver mas kevatal da somad an niveroù a brotonoù hag a neutronoù. Dre se eo kevatal an niver a neutronoù da N = A - Z.

An nukleidoù dezho ar memes niver atomek Z a vez graet anezho izotopoù eus an elfenn a zo dezhi an niver atomek-se. Da skouer eo an hidrogen , an deuteriom D pe hag an triteriom T pe tri izotop an hidrogen.

Graet e vez izobaroù eus nukleidoù elfennoù disheñvel a zo dezho ar memes niver mas A. Da skouer ez eus izobaroù eus ar [[karbon 14|c'harbon 14] hag an nitrogen .

Mas atomek izotopek un elfenn bennak eo ar mas a glot gant NA nukleid eus ar memes izotop. NA eo niver Avogadro. Dre dermenadur ez eo an niver a atomoù a vez e-barzh 12 gramad eus izotop 12 ar c'harbon:

NA = 12 / (mas ) (war-dro 6,022 04×1023 mol-1

Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo keidenn liveet masoù atomek e izotopoù naturel. Elfennoù kimiek 'zo o deus izotopoù radioaktivel dezho periodennoù hir-tre, ha dre se ec'h emdro o mas atomek e-pad prantadoù hir-tre e-giz oadvezhioù geologel.

Emañ kont evel se gant an uraniom.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]