Neutron

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An neutron a zo anezhañ ur bartikulenn isatomek. Evel ma vez diskouezet gant e anv eo neutral, setu n'en deus karg elektrek ebet (na pozitivel, na negativel). An neutronoù hag ar protonoù eo kenaozantoù nukleüs an atomoù. Evit an atomoù e vez notet Z an niver a brotonoù (a vez anvet niver atomek pe niverenn atomek), A an niver a brotonoù hag a neutroù . Setu eo A-Z an niver a neutronoù.

Mas an neutronoù: mn = 939.56533 ± 0.00004 MeV/c2

Lodenn eo an neutronoù eus ar barionoù (hadron furmet gant tri c'hwark) ha kenaozet int gant ur c'hwark up (karg 2/3 e) ha gant daou gwark down (2 garg -1/3 e).

Dizoloet e oa bet an neutron gant ar fizikour saoz James Chadwick e 1932.

Gwelet ivez[kemmañ]