Laser

Eus Wikipedia
Disambig colour.svgEvit ar vag-dre-lien, gwelet Laser (bag)

Laserioù ruz (635 nm), gwer (532 nm) ha glas (445 nm).

Ul laser a zo un ardivink hag a gan un andon gouloù unliv amplaet. Er c'hontrefed diouzh ar pep brasañ eus ar gouleier all ned a ket ar gouloù gwanoc'h pe ledanoc'h bep ma pella diouzh e andon. Gant gazoù pe strinkennoù (kristalennoù) ispisial e vez graet ar gouloù unliv. Gant melezourioù e vez amplaet ar gouloù-se ha lakaet da vont war un tu resis hepken ha dre-se e chom moan ar skin gouloù. Pa vez bannet ouzh ul lec'h resis ne vez nemet ur pikig gouloù. Holl energiezh ar gouloù a chom er skin-se ha ne vez ket strewet evel ma ra ar gouleier all. Dedalvezadurioù a bep seurt a c'haller ober gant al laser (war dachenn ar greanterezh, ar medisinerezh, ar pellgehenterezh, ar stlenneg, h.a.).

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gwreskanv eo ar ger "laser", diwar ar saozneg: Light Amplification by Stimulated Emission of Radiation, da lavaret eo "ampladur ar gouloù dre vannadur broudet skinerezh".

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.