Mont d’an endalc’had

Laser (bag)

Eus Wikipedia
Laser
Redadeg LaserRedadeg Laser
Fardaj : cat-boat
Savour : Bruce Kirby
Penn-kentañ : 1970
Hirder : 4,23 m
Ledander : 1,42 m
Kalandour : 0,787 m
Diblasadur : 59 kg
Goueliadur : 7,06 m² (Standard) - 5,7 m² (Radial) - 4,7 m² (4.7)
Bourzhiad(où) : 1
Ul Laser Standard gwelet a-gostez

Al Laser zo un driver poblek-kenañ. Gant un den hepken e vez sturiet. Treset eo bet gant Bruce Kirby, en deus lakaet ar pouez war ar blaended hag an dreistded.

Emañ al Laser e-touez ar bagoù skignet ar muiañ er bed, 180 000 bag o vezañ bet savet a-raok 2006. Graet he deus berzh abalamour d'he eeunded, d'he soluted hag dre ma'z eo bet kemeret gant kenstriverien ar redadegoù a blije dezho hec'h unrizhded : heñvel-rik eo an holl vagoù, hag implij a ra ar genstriverien ar memes kouc'h ha pezhioù gwern pourvezet gant an hevelep saver, un nebeud kemmoù displeget splann er jaoj a c'heller kaout.

Kroget eo gant ur bellgomzadenn etre daou Ganadian, Ian Bruce, ijinour ha redadeger, ha Bruce Kirby, redadeger, kazetenner evit kelaouennoù diwar-benn ar bageal, ha saver bagoù. C'hoant en devoa Ian Bruce da welet ha gallus e vije sevel un driver, aes da dreuzkas war doenn ur c'harr-tan, evit e gevaniñ en un heuliad dafaroù-kampiñ a oa-eñ o sevel. Ijinañ a reas neuze Bruce Kirby ar vag-mañ, na voe ket kenderc'het. Derc'hel a reas an tresoù betek 1970 pa zeuas brud d'ar gelaouenn One Design and Offshore Yatchman evit ar redadeg anvet America's Teacup, evit bagoù o c'houst dindan 1000$. Goude un nebeud kemmadennoù er ouel ez eas ar maout aes gant bag Kirby en he c'hlas.

Weekender (bag an dibenn-sizhun) e voe anv ar rakskouerenn; war al lien e oa tu da lenn TGIF, evit Thanks God It's Friday ("Ar Gwener eo, trugarez Doue"). Adanvet Laser e voe diwezhatoc'h, ha diskouezet ez-ofisiel e diskouezadeg bagoù New York e 1971.

Sikouret eo bet skignadur al Laser gant he flaended (skuizh e oa ul lodenn eus kenstriverien ar redadegoù-bigi gant ar redadeg danvezel e klasadoù driver all), he friz izel (er bloavezhioù 1970, kresket eo abaoe), he skañvded, he gwern e div lodenn a lakae al Laser da vezañ ur vag aes da zezougen war doenn ur c'harr. Abalamour da gement-se ha d'he soluted e voe prenet gant ar c'hluboù bageal, ar skolioù bageal pe choazh gant aozadurioù touristel evel Club Med.

E 1996 e teuas al Laser da vezañ ur vag a glas Olimpek evit ar baotred, ar bloavezh-se e voe savet ur rummad Laser a-ratozh evit lidañ an dilennadenn. E 2008 e voe krouet ur skouerenn eus al Laser gant ul lien vihanoc'h, al Laser Radial, ur vag a glas Olimpek evit ar merc'hed.

E 1974 e voe aozet ar c'hentañ Kampionad ar Bed, e Bermuda. Dont a reas 108 bageer eus 24 bro disheñvel, ha gounezet e voe ar c'hampionad gant Peter Commette eus ar Stadoù-Unanet. Ar gampioned veur e Laser eo Robert Scheidt (lesanvet El demolidor) eus Brazil — 8 gwezh eo bet kampion ar bed, div vedalenn aour hag unan arc'hant en deus gounezet er C'hoarioù Olimpek, Glenn Bourke (Aostralia) — teir gwech kampion ar bed, ha Ben Ainslie (Rouantelezh-Unanet) kampion Olimpek e Finn, bag kar d'al Laser. Ben Ainslie a ziorroas ur bern teknikoù leviata a-ratozh hag a vez implijet e pep lec'h er bed hiriv an deiz.

Mentoù lien all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vag gant ar goueliadur orin eo al Laser Standard. Hogen evit desachañ rederien nevez pe verdeerien nevez ez eus bet savet div oueliadur all d'al Laser.

Al Laser Radial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muioc'h a berzh he deus graet al Laser Radial en Europa evit ar stumm orin, tremen dreist an driver Europ a reas zoken evit ar c'hlas bagoù merc'hed e C'hoarioù Olimpek 2008. Heñvel eo kouc'h ha dafar al Laser Radial ouzh re al Laser Standard, ne implij nemet ur ouel vihanoc'h.

Al Laser 4.7

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek vloaz war-lerc'h donedigezh al Laser Radial e voe kinniget ur vag gant ur goueliadur vihanoc'h a 35% eget hini ar stumm Standard evit ma c'hellfe ivez an dud skañvoc'h, re bounner evit an Optimist, kenderc'hel da regataiñ. Heñvel eo ouzh al Laser Radial, n'eus nemet ar gouel ha lodenn draoñ ar wern da gemmañ.

Al lodennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar wern
  • ar bomm
  • ar ouel
  • ar c'hilhog (diskouezer avel)

An divilhennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar stur
  • an driv
  • ar poledoù
  • ar senklenn
  • ar c'houc'h
  • ar vazh (stick)

Niver a rederien war Laser er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a rederien
Amerika an hanternoz 70.056
Rouantelezh Unanet 23.663
Alamagn 10.697
Italia 9883
Frañs 8929
Izelvroioù 6632
Turkia 623


Lec'hiennoù diwar-benn al Laser

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]