Kaliforniom

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Radiation warning symbol.svg
Vector molecule.svg
Kaliforniom
BerkeliomKaliforniomEinsteiniom

Dy
Cf
Taolenn beriodek, Kaliforniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 98
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [251]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f10 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 28, 8, 2
Electron shell 098 Californium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3, +4
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 606,09 kJ/mol
2 : 1 160 kJ/mol
3 : 2 160 kJ/mol
Skin atomek 245 pm
Skin kenamsav 168 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20°C) 15,100 g/cm3
Teuzverk 900°C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn
Kaliforniom

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar c'haliforniom ; Cf eo e arouez kimiek, 98 e niver atomek ha 251,080 e dolz atomek.
An dekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 27 a viz C'hwevrer 1950 e voe kevanaozet war-dro 5 000 atom eus izotop 245 an elfenn 98 e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Stanley Thompson, Kenneth Street Jr., Albert Ghiorso ha Glenn T. Seaborg dre skinata kuriom-242 gant kraoñelloù heliom (rannoùigoù α) en ur c'hiklotron bihan 1,50 m e dreuzkiz :

242 Cm + 4 He —→ 245 Cf + 1 n
96 2 98 0

Pevar neutron a voe ouzhpennet d'an c'huriom-242 a-benn kenderc'hañ Cf-245 hag un neutron diere.

En enor da Galifornia e voe roet an anv californium d'an elfenn 98.

An tri aktinid kent ar c'haliforniom (95Am, 96Cm ha 97Bk) a oa bet anvet e-keñver o amezeien e rann al lantanidoù (63Eu, 64Gd ha 65Tb a-getep) ; dre ma 'z eo an disproziom 66Dy al lantanid amezek d'an elfenn 98 ha ma talvez e anv kement ha "diaes da gaout" e talc'has ar skipailh d'an anv californium rak, emezo, "diaes e oa bet kaout Kalifornia ur c'hantved zo". D'ar 17 a viz Meurzh 1950 e voe embannet ar gavadenn.[1]

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant eo ar c'haliforniom ; blot a-walc'h eo evit ma c'hallfed e droc'hañ gant un lavnenn danav[2]. Pa vez er goullo e tro da vurezh e gwrezverkoù tommoc'h eget 300 °C.[2]
Gwarellek e vez ar c'haliforniom pa vez yenoc'h eget -222,15 °C ha kewarellek e vez pa vez tommoc'h eget -113,15 °C.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Glenn T. Seaborg [3] e c'haller diouganañ e vo perzhioù kimiek ar c'haliforniom par da re an aktinidoù all ha d'e amezeg al lantanid 66Dy.
Gorrek e koll 98Cf e lufr pa vez lezet en aer — ur gwiskad oksidenn CfO2 a vir ouzh an oksidadur a vont donoc'h er metal — ha buanoc'h pa vez mouest an aer.
Pa vez tomm e tazgwered ar c'haliforniom gant an hidrogen, an nitrogen hag an trenkennoù meinel (H2SO4, HCl, HNO3 pergen).

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ugent izotop eus ar c'haliforniom zo anavezet, eus 237Cf betek 256Cf.

Izotopoù stabilañ ar c'haliforniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
248Cf kevanaozet 333,5 devezh α244Cm
249Cf louc'h 351 bloavezh α → 245Cm
250Cf louc'h 13,08 bloavezh α → 246Cm
251Cf louc'h 898 bloavezh α → 247Cm
252Cf louc'h 2,645 vloavezh α → 248Cm

253Cf

louc'h

17,81 devezh

β-253Es
α → 249Cm
254Cf kevanaozet 60,5 devezh α → 250Cm

Kenderc'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bk-249 (+1n)→ Bk-250 -)Cf-250

Kaliforniom-250 a c'hall bezañ skinaatet gant neutronoù a-benn reiñ Cf-251 ha Cf-252.

  • Diwar amerikiom, kuriom pr blutoniom e c'haller kaout Cf-249 ha Cf-252.

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dre ma c'hall an izotop Cf-252 bannañ betek 100 milmilion (1011) a neutronoù bep eilenn e-pad 2,6 vloavezh e vez arveret evel dinoer elfennoù skinoberiek er greanterezh, hag er vezegiezh evit klask pareañ lod stummoù eus krankr an empenn ; implijet e vez ivez evit dinoiñ glebor, frailhoù ha daskrign en aerlistri.[4]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) THOMPSON Stanley G. & STREET K. Jr. & GHIORSO Albert & SEABORG Glenn T., Element 98 (27/02/1950), University of California Liamm (skin)oberiant 12 MEU 13
  2. 2,0 ha2,1 (en) HOBART David E. & PETERSON Joseph R., The Chemistry of the Actinide and Transactinide Elements, Springer-Verlag, New York, 2006, (ISBN 978-1-4020-3555-5)
  3. The Merck Index
  4. MARTIN R.C. & KNAUER J. B. & BALO P. A., Production, distribution and applications of Cf-252 neutron sources, Oak Ridge National Laboratory, 2000, Science Direct (en) Liamm oberiant 12 MEU 13


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok