Europiom
| ||||
---|---|---|---|---|
Samariom – Europiom – Gadoliniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 63 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 151,964 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f7 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 25, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3, +2 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 547,110 kJ/mol 2 : 1 085,459 kJ/mol 3 : 2 404,413 kJ/mol 4 : 4 119,920 kJ/mol | |||
Skin atomek | 235 pm | |||
Skin kenamsav | 198 ±6 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 5,248 g/cm3 | |||
Teuzverk | 822 °C | |||
Bervverk | 1 529 °C | |||
Tredanharzusted | 0,90 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Un elfenn gimiek eo an europiom ; Eu eo e arouez kimiek, 63 e niver atomek ha 151,964 e dolz atomek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini an europiom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar ger gresianek evit "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom 64Gd a voe tennet diwarnañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880.
Ne oa ket echu an istor c'hoazh avat : e 1896 e kredas d'ar c'himiour gall Eugène-Anatole Demarçay e oa un trede elfenn er samariom, a zeuas a-benn da hiniennekaat e 1901 hag a anvas europiom en enor da Europa.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal liv an arc'hant eo an europiom glan. Dre ma vez oksidet buan en aer hag en dour ne vez gwelet nemet en e stumm dislivet. Orjalennus eo an europiom, e zouester o vezañ par da hini ar plom 82Pb ; treluc'hek e teu pa vez kendeuzet gant elfennoù all. Dreistreüs e teu 63Eu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -271,35°C ha da c'houzañv ur gwaskad kreñvoc'h eget 80 GPa.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lantanid dazgweredusañ eo an europiom.
- Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo e zazgweredusted en dour :
- 2 Eu [k] + 6 H2O [d] → 2 Eu(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
- Buan e vez oksidet en aer, ha peg a ra an tan ennañ pa vez lakaet etre 150 ha 180 °C ; oksidenn europiom(III) a ro neuze :
- 4 Eu [k] + 3 O2 [g] → 2 Eu2O3 [k]
- Aes eo dileizhañ an europiom en drenkenn sulfurek :
- 2 Eu [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Eu(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Europiom-151 hag Eu-153 a gaver en natur, 153Eu o vezañ an hini paotañ hag an hini stabilañ. Skinizotopoù zo bet kevanaozet dre skiriedigezh, 35 anezho, an hini stabilañ o vezañ Eu-150.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
150Eu | kevanaozet | 36,9 bloavezh | 150Sm |
151Eu | 47,8 | 5x1018 bloavezh | 147Pm |
152Eu |
kevanaozet |
13,516 bloavezh | 152Sm dre zegerc'had |
152Gd dre skinoù β | |||
153Eu | 52,2 | stabil, 90 neutron |
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut a zedalvezadurioù zo d'an europiom ; tennañ splet eus treluc'h e genaozadoù a reer peurvuiañ.
- Er gwer a implijer da fardañ laseroù hag ardivinkoù luc'helektronek all e lakaer oksidenn europiom Eu2O3 a-benn kaout ul liv ruz : er skrammoù skinwel e kaver etre 0,5 hag 1 g ag europiom, a gaver ivez er c'hleuzeurioù (lampoù) treluc'hek. Lod kenaozadoù Eu a ro ul liv arc'hlas, ha dre o meskañ gant terbiom 65Tb — a ro ul liv etre melen ha gwer — e c'haller kaout gouloù arwenn.
- Arveret e vez a-wezhioù evit lonkañ an neutronoù en dazgwerederioù derc'hanel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
- ↑ Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |