Mont d’an endalc’had

Livermoriom

Eus Wikipedia
Livermoriom
MoskoviomLivermoriomTenness

Po
Lv
Taolenn beriodek, Livermoriom
Perzhioù hollek
Niver atomek116
Rummad kimiekMetaloù paour
Strollad16
Trovezh7
Bloc'hp
Tolz atomek[293]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d10 7s2 7p4[1]
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 6
Perzhioù atomek
Niver oksidadur(stlenn ebet)
Tredanleiegezh(stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 724 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek(stlenn ebet)
Skin kenamsav175 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled (diouganet)
Douester (≈20 °C)11,2 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk(stlenn ebet)
Bervverk(stlenn ebet)
Tredanharzusted(stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek eo al livermoriom ; Lv eo e arouez kimiek, 116 e niver atomek ha 293 e dolz atomek diouganet.
Ur metal paour eo hervez e niver atomek, evel 13Al, 31Ga, 49In, 50Sn, 81Tl, 82Pb, 83Bi ha 114Fl.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'er c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo al livermoriom.

Er bloavezh 2000, Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[2] a vombezennas kuriom-248 (248Cm) gant ionennoù kalkiom-48 (48Ca) ; gounezet e voe un atom hepken eus izotop 292 an elfenn 116 (292116), a c'hanas rannoùigoù α gant un hanter-vuhez a 61 ms.
Kadarnaet e voe an dizoloadenn gant Lawrence Livermore National Laboratory e Kalifornia, a embannas an disoc'hoù e 2003[3].
E miz Mezheven 2011 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) dizoloadenn an elfennoù 114 ha 116[4]. An anv moscovium a voe kinniget gant EUEN Dubna, en enor da gêr Voskov, hogen livermoriom a voe dibabet gant an IUPAC d'an 31 a viz Mae 2012 en enor da Lawrence Livermore National Laboratory[5].

Dianav evit ar mare, en abeg da hanter-vuhez re verr al livermoriom.

Bez' ez anavezer 4 izotop eus Lv, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù stabilañ al livermoriom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Dizoloadenn
290Lvkevanaozet7,1 ms2002
291Lvkevanaozet18 ms2003
292Lvkevanaozet18 ms2004
293Lvkevanaozet61 ms2000

Hini ebet.

  1. Diouganet hervez hini ar poloniom.
  2. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  3. Lawrence Livermore National Laboratory (en) Liamm oberiant 06 GEN 13
  4. IUPAC (en) Liamm oberiant 06 GEN 13
  5. IUPAC (en) Liamm oberiant 06 GEN 13
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok