Mont d’an endalc’had

Poloniom

Eus Wikipedia
Poloniom
BismutPoloniomAstat
Te
Po
Lv
taolenn beriodek, poloniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 84
Rummad kimiek Metaloù paour
Strollad 16
Trovezh 6
Bloc'h p
Tolz atomek 208,982
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Xe] 4f14 5d10 6s2 6p4
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 6
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4
(Oksidenn drenkennek skañv)
Tredanleiegezh 2,00 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 811,827 kJ/mol
Skin atomek 197 pm
Skin kenamsav 142 pm
Skin Van der Vaals 168 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 9,400 g/cm3
Teuzverk 254 °C
Bervverk 1 962 °C
Tredanharzusted 40 nΩ•m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek eo ar poloniom ; Po eo e arouez kimiek, 84 e niver atomek ha 208,982 e dolz atomek. Ur metaloid eo, evel 5B, 14Si, 32Ge, 33As, 51Sb ha 52Te.

E dibenn an XIXvet kantved e oa Marie Curie hag he gwaz o klask gouzout ar perag eus skinoberiegezh ar pechblende[1] goude m'o devoe tennet an uraniom hag an toriom anezhañ : skinoberiekoc'h c'hoazh eget 92U ha 90Th kevret e chome ar pechblende. An elfenn 84Po, betek 400 gwezh skinoberiekoc'h eget an uraniom, a voe hiniennekaet ganto da gentañ, e miz Gouere 1898[2],[3], hag an elfenn 88Ra e miz Kerzu 1898[4].

Diwar Polonia, bro-c'henidik Marie Curie, e voe anvet an elfenn 84 ; ur mennozh politikel a voe pennabeg an dibab-se, pa felle da Varie Curie embann stad he bro a oa rannet etre Aostria, Prusia ha Rusia d'ar mare-se.

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut-tre a boloniom naturel zo war an Douar, pa ne gaver nemet war-dro 0,1 mg anezhañ en un donennad pechblende ; diaes-bras eo neuze kenderc'hañ Po : war-dro 9 gramm a voe tennet eus 37 tonennad ag oksidenn blom PbO2 er bloavezhioù 1950, ha biskoazh n'eus bet tennet muioc'h abaoe.[2]
Kevanaozañ 210Po a c'haller ober dre vombezenniñ bismut 209Bi gant neutronoù a-benn kaout 210Bi, a ro 210Po dre skinoberiegezh β.
War-dro 100 gramm a boloniom a vez kenderc'het bep bloaz dre an hentenn-se, e kreizennoù nukleel Rusia pergen.

Daoust d'ar poloniom teuziñ e 254°C ha birviñ e 962 °C ez eo aezhidik-kenañ : pa vez lakaet en aer e 155 °C hepken ez a an hanter anezhañ da aezhenn e 45 eurvezh. Ar perzh-se a c'haller arverañ evit disrannañ Po diouzh Bi[5].

Par da re ar bismut 83Bi hag an telluriom 84Te eo perzhioù kimiek ar poloniom.
Aes eo dileizhañ Po en trenkennoù, hogen diaesoc'h eo en ober e bazennoù. Liv roz zo gant an dileizhennoù en abeg d'an ionoù Po++, met dre skinoberiegezh e tro an ionoù da Po++++ ha liv melen a zeu gant an dileizher. Klogor a c'hoarvez en argerzh, tommañ ha bannañ gouloù a ra an endalc'herioù e gwer en abeg ma lonkont rannoùigoù α.

Evel ar seleniom 34Se, an telluriom 52Te hag ar bevargant 80Hg e c'hall ar polonium bezañ metilaet gant garvevien : dre oberiantiz ar garvevien hag ar metilkobalamin (vitamin B12) e teu CH3Po, a dro buan da aezhenn[6].

Gant un hanter-vuhez a 138,376 devezh ez eo 210Po an izotop naturel stabilañ a-douez an 33 izotop anavezet, eus Po-188 da Po-220. Rannoùigoù α a vez eztaolet gant Po-210, pemp mil gwezh muioc'h eget Ra-226 bep eilenn, setu perak e ro an izotop Po-206 (hanter-vuhez : 8,8 devezh).
Kevanaozet e vez 209Po (hanter-vuhez : 103 bloavezh) ha 208Po (2,898 vloavezh).

En abeg d'e skinoberiegezh c'halloudus ez eo bet arveret Po en U. R. S. S. evel un andon a rannoùigoù α, a servije da dermeniñ tevder gwiskadoù metal dre vuzuliañ ar c'holl er skinoberiegezh. Pa voe merzet e vez eztaolet gwrez gant ar poloniom — dre skinoberiegezh e ro 1 gramm Po 140 watt a c'hremm e 500 °C — e voe implijet da c'henel gwrez, ar pezh a sevijas da dommañ diabarzh al loarelloù Kosmos 84 ha Kosmos 90 a voe bannet e 1965, hag an egorlistri Lunokhod a voe kaset d'al Loar e 1970 ha 1973.
Gant oksidenn beriliom BeO e farder ar c'hendeuzad Po-BeO a servij da dreiñ ar rannoùigoù α e neutronoù a vez arveret da zeluskañ armoù nukleel ha da ensellet ar puñsoù eoul-maen.
An hevelep rannoùigoù α a vez implijet da ionaat an aer ha dre-se da nullañ an tredansavoniezh er gwiaderezhioù, ar rolladoù paper ha mezell, hag ar metal kent e livañ. Dañjerus-kenañ eo ar poloniom evelato, setu e vez erlerc'hiet ouzh andonioù rannoùigoù β, a c'hall bezañ harzet gant ur follenn aluminiom[7].

  1. Pechblende, pe uraninite : kailh uraniom.
  2. 2,0 ha2,1 Adloff J. P. & MacCordick H. J., The Dawn of Radiochemistry, CERN, Strasbourg, 1995 Nucleonica (en) Liamm oberiant 30 KZU 12
  3. Académie des Sciences (fr) Liamm oberiant 30 KZU 12
  4. Académie des Sciences (fr) Liamm oberiant 30 KZU 12
  5. (en) Institute of Nuclear Chemistry and Technology, Warszawa Liamm oberiant 30 KZU 12
  6. American Chemical Society (en) Liamm oberiant 30 KZU 12
  7. Argonne National Laboratory (en) Liamm oberiant 30 KZU 12
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok