Bismut

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
B I S M U T
0 0 0 0 0 0 0 0
PlomBismutPoloniom
Sb
Bi
taolenn beriodek, bismut
Perzhioù hollek
Niver atomek 83
Rummad kimiek Metaloù paour
Strollad, trovezh, bloc'h 15, 6, p
Tolz atomek 208,98040 u
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d10 6s2 6p3

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 18, 5

Electron shell 083 Bismuth - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3 (oksidenn drenkennek skañv)
Tredanleiegezh 1,90 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 702,943 kJ/mol

2 : 1 611,593 kJ/mol
3 : 2 466,163 kJ/mol
4 : 4 370,782 kJ/mol
5 : 5 403,174 kJ/mol
4 : 8 519,648 kJ/mol

Skin atomek 2,07 pm
Skin kenamsav 150 pm
Skin Van der Vaals 207 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 9 803 g/cm3
Teuzverk 271,406 °C
Bervverk 1 564 °C
Tredanharzusted 129 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Bismuth crystals and 1cm3 cube.jpg
Strinkennoù bismut
1 cm3 eo ec'honad an diñs

Un elfenn gimiek eo ar bismut ; Bi eo e arouez kimiek, 83 e niver atomek ha 208,98 e dolz atomek. Ur metal paour eo, par d'an arsenik ha d'ar stibiom.

Istor[kemmañ]

E dibenn ar XIVvet kantved pe e deroù ar XVvet kantved e voe kavet ar bismut, gant un alkimiour dianav. Pelloc'h er XVvet kantved e voe kendeuzet ar bismut gant plom da fardañ arouezennoù-moullañ ; boestoùigoù evit ar bravigoù a voe graet gant ar c'hendeuzad-se ivez.
Dre m'eo pounner hag aes da deuziñ e veze droukvesket ar bismut gant ar plom alies.
E 1546 ez embannas ar skiantour sakson Georg Pawer (Georgius Agricola) en e levr De Natura Fossilium e vije daou vetal eus ar bismut hag ar plom[1], ar pezh a voe skrivet adarre gant an apotiker prusian a orin polonat Caspar Neumann e deroù ar XVIIvet kantved, ha prouet e 1753 gant ar c'himiour gall Claude-François Geoffroy dre e hiniennekaat a-douez ar plom. [2]

An anv[kemmañ]

Bisemutum e oa ar stumm latin bet skrivet gant Georgius Agricola e 1530, hep mar diwar e droidigezh eus un termen teknikel bet arveret gant micherourien ar mengleuzioù. Bismuth, Wis(s)muth e oa ganto, marteze eus Weiß Mass, "tolz gwenn".[3]

Kenderc'hadur[kemmañ]

Un tumi

Bismut zo bet kavet e dornell arem un tumi, ur gontell he lavnenn hanter-ront a veze implijet gant Inkaed Machu Pikchu war-dro ar XVvet kantved ; 18 % a vismut kendeuzet gant staen zo aet da ober an arem-se. Dre ma n'eus bet kavet mengleuz ebet e kreder e kavent bismut glan en natur.[4]

War-dro div wezh muioc'h a vismut eget a aour a gaver en douar, e kailhoù bismutinit Bi2S3 ha bismit Bi2O3 pergen.
Estreget mengleuzioù zo, pa c'haller kenderc'hañ bismut dre buraat kailhoù plom, kouevr, staen, molibden pe c'hoazh wolfram.

Kementadoù bismut bet kenderc'het e 2011 [5]
Kementad (t) Dregantad
Sina 6 000 70,58
Perou 1 100 13
Mec'hiko 1 000 11,8
Bolivia 100 1,2
Kanada 100 1,2
Sammad ar 5 Stad 8 300 97,78
Broioù all 200 2,22
Sammad er bed 8 500 100,0

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal liv an argant un arliv roz dezhañ eo ar bismut. Liesliv e teu pa vez lezet en aer, pep strinkenn o teuler ul liv dibar hervez tevder ar gwiskad oksidenn a zo warni. Puzuilh eo, hag aes da valañ.
An danvez disgwarellekañ eo ar bismut : pa vez lakaet en ur gwarellvaez e krou un enep-gwarellvaez.
Evel an dour H2O ez eo douesoc'h ar bismut en e stumm dourek eget en e stumm kalet.

Kimiek[kemmañ]

Stabil e chom ar bismut en aer mouest pe sec'h en 20 °C ; ur flammenn c'hlas ha moged melen a zeu anezhañ pa vez lakaet da zeviñ en oksigen.

Izotopoù[kemmañ]

Izotopoù stabilañ ar bismut
Izotop % en natur Hanter-vuhez
207Bi kevanaozet 31,55 bloavezh
208Bi kevanaozet 3,68 x 105 bloavezh
209Bi 100 1,90 x 1019 bloavezh
210Bi louc'hoù 5,012 devezh

Arver[kemmañ]

Is-salikilat bismut C7H5BiO4 a implijer da bareañ kleñvedoù ar benvegad koazhañ : darc'hoal, heugennoù, trenkter ar stomog.
Nitrat bismut Bi(NO3)3.5H2O a gaver ivez el louzoù da bareañ an devadennoù.
• Kendeuzadoù bismut-galliom, -indiom, -kadmiom, -plom, stibiom ha -staen a implijer da fardañ teuzelloù.
• Bi2Te3 a implijer evel ledreüzenn.
• Erlec'hiañ ouzh ar plom er rouedadoù a gas dour da evañ (tuellennoù, rañvelloù, joentroù), ar plom o vezañ pistrius evit mab-den.
• Un nebeud bismut e-lec'h plom a lakaer en dir evit ma vije aesoc'h da labourat ; ur meskaj plom ha bismuth (0,6 % eus pep metal) a vez lakaet en aluminiom evit an hevelep abeg.
• Gwelloc'h eo ar meskaj bismut-plom eget ar plom e-unan evit lenkraat ar mekanikoù.
• Neud bismut a implijer e gwrezdaouadoù.
• Evel trelosker da fardañ edañvoù akrilek ez arverer ar bismut ivez.
• E gwrezvekoù izel e teuz ar meskaj bismut-staen-kadmiom, setu e vez implijet en dinoerioù-tan hag en ardivinkoù emgefreek da lazhañ an tan.
• Ur c'hendeuzad bismut-zink a vez arveret bremañ evit galvaniegañ metaloù a-benn o gwareziñ diouzh an daskrignerezh.
• Bismuth a vesker gant staen da fardañ soudeür.
• Haloù bismuth a lakaer e livuzennoù : BiOCl a ro ur poultr gwenn liv ar perlez, ha ruz-orañjez eo ar poultr Bi2O3.2KromCrO3 ; an daou ne c'haller ket dileizhañ en dour.

Notennoù[kemmañ]

  1. De Natura Fossilium, levrenn VIII, p. 179 Liamm oberiant 23 KZU 12
  2. Gallica (fr) Liamm oberiant 23 KZU 12
  3. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 23 KZU 12
  4. Science niv. 223/4636 - 10/02/1084 (en) Liamm oberiant 23 KZU 12
  5. USGS

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford