Benvegad koazhañ
Iskevrennad eus | Benvegad, particular anatomical entity, human organ system, human anatomical structure |
---|---|
Rann eus | korf an den |
Implij | digestion |
Arvez | Korfadurezh denel |
Lec'h | Kof |
Kavet en takson | Homo sapiens |
Development of anatomical structure | digestive system development |
Anaouder WordLift | http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/digestive_system |
ID en Thesaurus NCI | C0012240 |
Tikedenn Stack Exchange | https://biology.stackexchange.com/tags/digestive-system |
Ar benvegad koazhañ pe benvegad esmoriñ zo ur benvegad hag a dalvez d'ar c'horf da goazhañ boued.
An dud hag al loened a denn o energiezh eus ar boued a vez debret ganto. Ar boued, ur wech lonket er genoù, a ya e-barzh ar c’horf dre ar benvegad koazhañ. Tremen a ra eus ar bouzelloù d’ar gwad hag a gas elfennoù magus d’ar c’horf a-bezh.
E-kerzh ar c'hoazhañ e vez dispennet ar boued e tammoù bihan. Komañs a ra an dispenn-se er genoù ha kendalc’het e vez a-hed ar benvegad koazhañ betek ar youlc’h.
Er genoù e talvez an dentj hag an teod da chaokat ar boued. An halv hag an enzimoù a vez mesket gant an tammoù boued. Goude e tremen e-barzh ar gorzailhenn.
Er stomog e vez dispennet ar boued gant heverennoù koazhañ. Enno ez eus trenkennoù hag enzimoù a zispenn protein ar c’hig, ar vioù, al laezh. Goude un nebeud eurvezhioù e vez treuzfurmet ar boued e youstenn, pe chim, hag a vez kaset e-barzh ar vouzellenn voan.
An duodenom, ar jejunom hag an ileon eo an teir lodenn eus ar vouzellenn voan hag a dap war-dro c’hwec’h metr hed. Heverennoù ar pankreas, ar bouzelloù hag ar vestl, enno enzimoù, a echu dispenn ar youstenn. Ur wech echu koazhañ ar boued e vez kaset ar maguzennoù e kement korn eus ar c’horf war-bouez ar gwazhied.
Ar sac'henn (ivez bouzellenn-dall) gant an divilhenn breñvek, ar c’holon-sav, -treuz ha -diskenn, hag ar youlc'h a ya d’ober ar vouzellenn dev. Honnezh a dap 1,5 metr hed. Gant labour bakteri er vouzellenn dev e vez stummet kaoc'h hag ar c’haoc’h a vez eztaolet e-maez ar c'horf dre ar youlc’h hag ar fraezh.
1. Genoù |
10. Gargadenn (farinks) | |
12. Avu |
15. Stomog |