Mont d’an endalc’had

Inkaed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Inka)

Pobl Amerika rakkolombian, an Inkaed a oa hêred eus ar sevenadurezhioù andinat kozh ha dont a raent eus Perou bremañ. Gant ar re-se e oa bet savet an impalaeriezh brasañ a vefe bet anavezet biskoazh gant Amerika (a-hed ouzhpenn 4 000 kilometr eus ar C'heheder da Chile) daoust m'eo bet mestroniet berr. Met an anavezet eo dreist-holl evit e varv. Abalamour d'ar c'hastellerioù spagnol e kollont buan o c'halloud. O c'hêr-benn Cusco a oa lesanvet « kreiz ar bed ».

An Inkaed, er penn kentañ, a oa ur meuriad brezelourien vihan e Guzco, e-kreiz Perou, ha gwriziennet war-dro al lenn Titicaca e 1197en XIIIvet kantved. Kreskiñ a reas ar meuriad-se ha dont a reas da vezañ, dindan ur c’hantved, un impalaeriezh astennet war an darn vrasañ eus an Andoù. A-hed an daouzek renad e voe brasaet ha tizhet 4500 kilometr e dibenn ar pemzekvet kantved.

Ker sakred an Inkaed ar Machu Pikchu

[1]Pa oa degouezhet ar Spagnoled e Suamerika, e fin ar XVIvet kantved, an Inkaed e oa ar brasañ impalaeriezh bet gwelet morse e Suamerika. Taget e voe gant ar c'honkistador Fransisco Pizarro adal 1532.Gant o fuzuilhoù, o c'hezeg hag o armoù e teuont a-benn da drec'hiñ an Inkaed. 39 vloaz diwezhatoc'h e oa fin an impalaeriezh.

Aozadur an Impalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant un impalaeriezh ken bras Ret e oa d'an Inkaed diazezañ un aozadur strizh-kenañ eus o ziriad. Rannet e oa an Impalaeriezh e pevar lodenn. Rannet e veze an traoù hervez div linenn bennañ a groaz e Cuzco. Chinchasuyu (ar c'heheder a vremañ) eo anv ar c'harter norzh. Antisuyu eo anv ar c'harter Reter (un darn eus ar rannvro-se a zo e koad Amazonia). Ar c'harter su a vez graet Collasuyu anezhañ. En em astenn a ra war su Perou ha war norzh Chile a vremañ. Al lodenn gornôg pe Chinsasuyu a glot gant kornôg Perou tost d'ar Meurvor Habask. Ar C'harterioù (suyu) a oa rannet e proviñsoù.

Renet eo ar proviñsoù-se gant gouarnourien. Gant ar gouarnour-se, evit ar pobloù bet aloubet gantañ, e vez treuzkaset urzhioù, lezennoù ha traoù all eus ar Sapa Inca. Er proviñsoù, familhoù o tont eus an hevelep hendad a zo e penn ur c'huraca : staget int gant ur spered kenskoazell ha bevañ a reont e-barzh ur gumuniezh. Pep familh a labour evit ar gumuniezh a-bezh, n'o deus douaroù aotreet ebet. O fenn eo a ren hag a aoz pep hini eus al labourioù hag a ingal al lodoù douar da labourat etre ar familhoù.Pep hini en deus ul labour evit al labourioù a laz hollek (gounidouriezh sevel savadurioù sevel dilhad...). Pep sevenadurezh aloubet a c'hall atav enoriñ he doueed ha kaozeal e yezh met rankout a ra gouzout kaozeal quechua peogwir ez eo ar yezh ofisiel divizet gant ar Sapa Inka evit kreñvaat kenstagded an Impalaeriezh etre ar pobloù.

Ret eo d’an holl ober gant ar memes lezennoù.

    An Inkaed a gred e meur a doue, en o zouez Viracocha hag Inti, an doue Heol.

An darvoudoù relijiel (priedelezhioù, obidoù) a c’hoarveze e-barzh temploù. Krediñ a rae an Inkaed e oa bet savet o impalaeriezh gant Manco Capac ha Mam-Oc-Cla (merc’h ha mab d’an doue Heol). An impalaer Inka, anvet ivez Sapa Inka, a oa kreñv-kenañ. Bez' ez eus doueezed a-leizh stag ouzh pep obererezh da bep koulzad d'an eostadoù diouzh an natur (an heol ar glav an toner ar foeltr...). An hini a vez enoret ar muiañ eo an Heol. Temploù bras ha gouelioù bras a vez gouestlet dezhañ. Soñjal a ra d'an Inkaed ez eus speredoù diwelus an huakaed zo o chom e lec'hioù zo ar mammennoù ar reier ar bezioù... Profadennoù a veze roet d'an doueed evel d'an huakaed evel boued an evaj lavnennoù ha tud a-wechoù zoken. Azeulerezh an Heol a vez graet er Coricancha, ur santual bras kinklet he mogerioù gant plakennoù aour.

An Inti Raimi eo ar gouel pouezusañ a lore an Heol. Ar Sapa Inka hag ar beleg Veur a rae al lidoù. Krediñ a rae an Inkaed e oa an dud a-feson o vont da impalaeriezh an Heol goude o marv. Da-geñver an obidoù e veze sonet sonerezh gorrek ha trist.

Kwipu Inka

Yezh ha skritur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    En impalaeriezh Inka e oa ur c'hant pobl bennak disheñvel d'an nebeutañ. An Inkaed a gomze eus ar c'hechua. A-hend-all evit dileuriañ an niveroù e implijent ar c'hwipu, anezhi neud gloan pe koton ma veze graet skoulmoù a bep seurt stummoù hag a bep ment. Gant pep seurt skoulm e c'halled taolenniñ niveroù resis a bep seurt. Evit dougen ar c'hwipu e oa rederien, paotred yaouank na oant ket brezelourien.

  1. Wikimini