Tenness
Livermoriom – Tenness – Oganesson | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 117 | |||
Rummad kimiek | Halogenoù | |||
Strollad | 17 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | p | |||
Tolz atomek | [293] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f14 6d10 7s2 7p5[1] | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 7 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 743 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | (stlenn ebet) | |||
Skin kenamsav | 165 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 72,0 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
An tenness zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 117 eo he niver atomek ha Ts he arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,051 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 294Ts.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 17, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe klasket kevanaozañ un elfenn nevez adalek miz Kerzu ar bloaz 2004 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933), hag unan stadunanat en Oak Ridge National Laboratory (ORNL) en Oak Ridge (Tennessee).
D'an 10 viz Ebrel 2010 ez embannas an enklaskerien o devoa skinataet berkeliom-249 gant ionoù kalkiom-48 ha bet c'hwec'h atomenn eus un elfenn nevez, dre an izotopoù ha dre [2].
E miz meurzh 2016 e voe kinniget d'an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) an anv tennessine evit an elfenn nevez, en enor d'an Tennessee. E miz Mezheven 2016 e voe degemeret da anv ofisiel, gant an arouez 117Ts[3].
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouzer netra a-zivout an elfenn 117Ts er-maez eus he aozadur elektronek abalamour ma'z eus bet kenderc'het kalz re nebeut a atomennoù, ma tigevanont kalz re vuan ha ma koustont kalz re ger.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou izotop eus 117Ts zo bet kavet betek-henn[4].
- A-zivout ar bann "Digevanañ"
- α a dalvez ez eztaol an elfenn ur rannig alpha (kraoñell 2He)en ur zigevaniñ.
Atomenn | Z | N | Tolz atomek | 1/2 vuhez | Digevanañ | Disoc'h |
---|---|---|---|---|---|---|
293Ts | 117 | 176 | 293,20824 | 22 ms | α | 289Mc |
294Ts | 177 | 294,21046 | 51 ms | α | 290Mc |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diouganet hervez hini an astat.
- ↑ (en) 'Semantic Scholar'. Kavet : 28 Meurzh 2021.
- ↑ (en) 'IUPAC'. Kavet : 28 Meurzh 2021.
- ↑ (en) 'Nuclear Data Center –'. Kavet : 28 Meurzh 2021.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |