Oganesson

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Radiation warning symbol.svg
Vector molecule.svg
Oganesson
TennessOganesson

Rn
Og
Taolenn beriodek, Oganesson
Perzhioù hollek
Niver atomek 118
Rummad kimiek Gaz nobl
Strollad 18
Trovezh 7
Bloc'h p
Tolz atomek [294]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d10 7s2 7p6[1]
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 8
Electron shell 118 Oganesson.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 839 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek (stlenn ebet)
Skin kenamsav 157 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Gaz (diouganet)
Douester (≈20°C) 5,7 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C)

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An oganesson zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 118 eo he niver atomek hag Og he arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,181 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 295Og.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 18, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe kevanaozet an elfenn nevez er bloaz 2002 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933), hag unan stadunanat el Lawrence Livermore National Laboratory e Livermore (Kalifornia) dre skinata atom Kaliforniom-249 gant ionoù Kalkiom-48.
E miz Kerzu 2015 e voe anzavet labour ar skipailh gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC)[2]

E miz meurzh 2016 e kinnigas an IUPAC envel an elfenn nevez en enor da Youri Oganessian, en devoa labouret war an dachenn e-pad 60 vloaz. Oganesian a voe kinniget neuze, en ur chom tost d'ar reizhskrivadur rusek (Оганесян), met nac'het e voe gant ar JNJR war zigarez ma chome gant an hengoun soviedel da dreuzskrivañ an anvioù hervez an doare gallek, ha ma vije oganesson tostoc'h da skeivadur etrebroadel anv ar skiantour. E miz Mezheven ez embannas neuze an IUPAC kavadenn an oganesson, an elfenn 118Og.[3]

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouzer netra a-zivout an elfenn 118Og er-maez eus he aozadur elektronek abalamour ma'z eus bet kenderc'het kalz re nebeut a atomennoù, ha ma tigevanont kalz re vuan.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou izotop eus 118Og zo bet kavet betek-henn.[4]

A-zivout ar bann "Digevanañ"
  • α a dalvez ez eztaol an elfenn ur rannig alpha (kraoñell 2He) en ur zigevaniñ.
  • SE : skiriadur emdarzh ; pa vez atomennoù pounner-kenañ o tizhout un tolz atomek tro-dro da 56 e torr e kraoñelloù bihanoc'h.
Atomenn Z N Tolz atomek 1/2 vuhez Digevanañ Disoc'h
294Og 118 176 294,21392 0,7 ms]] α 290Lv
SE (liesdoare)
295Ts 177 295,21624 181 ms α 291Lv

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diouganet hervez hini ar radon.
  2. (en) Semantic Scholar. Kavet : 28 Meurzh 2021.
  3. (en) IUPAC. Kavet : 28 Meurzh 2021.
  4. (en) Nuclear Data Center –. Kavet : 28 Meurzh 2021.



Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok