Mont d’an endalc’had

Fleroviom

Eus Wikipedia
Fleroviom
NihoniomFleroviomMoskoviom

Pb
Fl
Taolenn beriodek, Fleroviom
Perzhioù hollek
Niver atomek 114
Rummad kimiek Metaloù paour
Strollad 14
Trovezh 7
Bloc'h p
Tolz atomek [289]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d10 7s2 7p2[1]
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 4
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 824 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek (stlenn ebet)
Skin kenamsav 143 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 14,0 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek eo ar fleroviom ; Fl eo e arouez kimiek, 114 e niver atomek ha 289 e dolz atomek diouganet.
Ur metal paour eo hervez e niver atomek, evel 13Al, 31Ga, 49In, 50Sn, 81Tl, 82Pb, 83Bi ha 116Lv, hogen diwar an nebeud a ouzer a-zivout e berzhioù kimiek e c'halljed e lakaat e-touez ar gazoù nobl, a zo 2He, 10Ne, 18Ar, 36Kr, 54Xe ha 86Rn.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'er c'haver ket en natur. Skinoberiek eo ar fleroviom.

E 1998, Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[2] a vombezennas plutoniom-244 (244Pu) gant ionennoù kalkiom-48 (48Ca) ; gounezet e voe un atom hepken eus izotop 289 an elfenn 114 (289114), a c'hanas rannoùigoù α gant un hanter-vuhez a 30 eilenn[3].
E miz Meurzh 1999, e Dubna adarre, e voe erlerc'hiet Pu-244 ouzh Pu-242 a-benn gounit izotopoù all ; daou atom eus an elfenn 114 a zeuas, hogen n'ouzer ket pe re ez-resis[4]. E miz Even 1999 e voe adkaset an arnodenn, daou atom all eus an elfenn 114 a voe gounezet.
E miz Kerzu 2003 e voe kadarnaet dizoloadenn 289114 gant EUEN Dubna[5].
E miz Mae 2009 ez embannas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) un danevell a-zivout dizoloadenn ar c'hopernikiom 112Cn-283[6]. Dre an dizoloadenn-se e voe anzavet hini an elfenn 114 neuze, pa'z eo hemañ an dazgwered a oa bet kaset da benn :

291 Lv → α 10,74 MeV / 18 ms → 287 Fl → α 10,02 MeV / 480 ms → 283 Cn
116 114 112

Kinnig a reas skipailh Dubna an anv flerovium en enor d'ar skiantour soviedel Georgyi Nikolayevitch Flerov (1913-1990) a oa bet unan eus dizoloerien ar skiriad emdarzhek ; asantet e voe gant an IUPAC[7].

Dianav eo perzhioù fizikel ha kimiek ar fleroviom, en abeg d'e hanter-vuhez re verr.
Er strollad 7 emañ 114Fl hervez e niver atomek, hogen arnodennoù bet kaset e Dubna hag e Suis e 2007 gant 287Fl war ur pal aour o deus diskouezet emzalc'hioù a vije re ur gaz nobl[8]. Kement-se a c'halljer displegañ dre efedoù keñverel[9].

E Dubna ez eus bet arsellet izotopoù eus 114Fl o vezañ ganet diwar skinoberiegezh al livermoriom 116Lv hervez an daolenn-mañ :

116Lv Izotop 114Fl
arsellet[10]
293Lv 289Fl
292Lv 288Fl
291Lv 287Fl

Bez' ez anavezer 7 izotop eus Fl, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù stabilañ ar fleroviom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Dizoloadenn
289Fl kevanaozet 2,6 eilenn 1999
288Fl kevanaozet 0,8 eilenn 2002
287Fl kevanaozet 0,48 eilenn 2002
286Fl kevanaozet 0,13 eilenn 2002
285Fl kevanaozet 0,125 eilenn 2010

Hini ebet.

  1. Diouganet hervez hini ar plom.
  2. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  3. Physical Review Letters (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  4. Nature (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  5. Physical Review C (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  6. IUPAC (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  7. IUPAC & IUPAC (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  8. EUEN Dubna (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  9. Paul Scherrer Institut (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
  10. EUEN Dubna (en) Liamm oberiant 05 GEN 13
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok