Rutherfordiom

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Radiation warning symbol.svg
Vector molecule.svg
Rutherfordiom
LawrensiomRutherfordiomDubniom

Hf
Rf
Taolenn beriodek, Rutherfordiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 104
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 4
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [267]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d2 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 10, 2
Electron shell 104 Rutherfordium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4
Oksidenn amfoterek[1]
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 581 kJ/mol
2 : 1 380 kJ/mol
3 : 2 300 kJ/mol
Skin atomek 150 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 157 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20°C) 17 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk 2 100°C (brasjedet)
Bervverk 5 500°C (brasjedet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C)

Un elfenn gimiek eo ar rutherfordiom ; Rf eo e arouez kimiek, 104 e niver atomek ha 265,12 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Ne gaver ket rutherfordiom en natur, un elfenn kevanaozet gant mab-den eo. Skinoberiek eo (1,3 eurvezh eo hanter-vuhez an izotop stabilañ, 267Rf). [2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1964 e voe dinoet ar rutherfordiom gant skiantourien Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel[3], e Dubna en URSS (125 km en Norzh da Voskov emañ kêr Zubna). E 1969 e teuas ur skipailh enklaskerien amerikan e Kalifornia a-benn da gevanaozañ an elfenn[4], ar pezh a voe kadarnaet e 1973 gant ur skipailh amerikan all en Tennessee.[5]

En enor d'ar fizikour soviedel Igor Vasilyevitch Kourtchatov (1903-1960) e voe roet an anv kourtchatovium d'an elfenn nevez, pa voe anvet rutherfordium gant an Amerikaned en enor d'ar fizikour zelandneveziat Ernest Rutherford (1871-1937). Gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) e voe diskoulmet ar gudenn : daoust da enebiezh an Amerikaned e voe anzavet Soviediz evel an dizoloerien, ha rutherfordium e voe anv ofisiel an elfenn nevez.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant pe c'hris eo ar rutherfordiom hep mar, da lavar ar skiantourien. Biskoazh avat n'o deus bet tro da arselliñ ur bloc'had eus ar metal-se, pa n'er c'haver ket war an Douar.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dianav c'hoazh eo perzhioù kimiek ar rutherfordiom, met tost da re an hafniom, e amezeg tostañ e strollad 4 an daolenn, eo ar perzhioù a zo bet jedet.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus izotop stabil ebet d'ar rutherfordiom. Pemzek izotop zo bet kevanaozet, eus Rf-253 (253Rf) betek Rf-263 hag eus Rf-265 betek Rf-268, dre gendeuziñ atomoù pe dre arselliñ skinoberiegezh elfennoù pounneroc'h.
Biskoazh n'eo bet arsellet 264Rf, met jedet eo bet e vije e hanter-vuhez ken hir hag un eurvezh — ar pezh a chom da wiriañ c'hoazh, pa ouzer e oa bet jedet un hanter-vuhez a 13 eurvezh evit Rf-265 padal e voe muzuliet ≈ 2,5 munutenn hepken pa voe arsellet.

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hini, betek-gouzout.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Trenkenn ha bazenn war an dro.
  2. Webelements
  3. Объединённый институт ядерных исследований (ОИЯИ) e ruseg.
  4. American Physical Society (en) Liamm oberiant 26/10/2012
  5. Harvard University (en) Liamm oberiant 26/10/2012


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok