Kaozeal:Rutherfordiom

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket sur eo boaz ar brezhoneg mirout skrivadurioù etimologel (gant "th", "rh"... da skouer), da vihanañ evit gerioù boutin deveret eus anvioù divoutin. Skrivet e vez " Karl Marx", hogen "Marksouriezh", "rhodium" a ro "rodiom", "rhizome" a ro "rizom", "rhome" = "romb"...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Her 2012 da 20:02 (UTC)[respont]

Furoc'h mirout an anv Rutherford memestra, ne vo ket "zh"et e anv war zigarez ur reolenn nevez savet en anv ar varksouriezh. Pe neuze, e-lec'h fuchsia: fouc'hsia, pe fouchsia? Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Her 2012 da 20:07 (UTC)[respont]
Emaon o paouez deskiñ petra eo Rutherfordiom (trug' d'ar Wikiourion !).
Emañ ar gwir gant Trec'hlid da geñver istor azginivelezh ar yezh, ha gant Bianchi emañ ivez evit disoc'h an adginivelezh-se : ar yezh arnevez.
Furoc'h e vije bet mirout Marx-ouriezh gwezhall eget kaoc'hañ an dud mennet da zeskiñ bzhg gant tandemoù evel "Marx/marksouriezh" — dav e oa degemer an X distaget /ks/ ha mat pell zo, pa oar an nevezvrezhonegerien e zistagañ ken mat hag ar re goshoc'h, a oa bet skoliataet e galleg forzh penaos — kadarnait ma soñj, me ho ped : ret-mat bout bet skoliataet evit bout gouest da lenn (paneveken) ar Wiki-mañ, hañ ?
Mendare pe c'her a vo deveret diouzh Margaret Thatcher : satcherouriezh evit szng thatcherism ? Pe neuze, ober gant Marc'harid Souler da gentañ-holl evit deverañ soulerouriezh ? Da Bennoù Bras ar Brezhoneg da zivizout mar karont, ganin-me e vez Marx > Kelennadurezh Marx > Dalc'hidi Marx ha Thatcher > k. Th. > d. Th. hag an holl dud e fell dezho bevañ e bzhg a gompren. 2.13.217.193 29 Her 2012 da 21:37 (UTC)[respont]