Darmstadtiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
D A R M S T A D T I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
MeitneriomDarmstadtiomRoentgeniom
Pt
Ds
taolenn beriodek, darmstadtiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 110
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 10, 7, d
Tolz atomek 281,162 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d97s1[1]

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 16, 2 (diouganet)

Electron shell 110 Darmstadtium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur (stlenn ebet)
Skin atomek 118 pm (diouganet)
Skin kenamsav 128 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (20 °C) 34,8 g/cm3 (diouganet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo an darmstadtiom ; Ds eo e arouez kimiek, 110 e niver atomek ha 281,62 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo an darmstadtiom.

Istor[kemmañ]

E 1994 e voe kevanaozet an elfenn 110 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dindan ren Sigurd Hofmann. Dre vombezenniñ plom-208 gant nikel-62 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 269 an elfenn ; e-kerzh an hevelep rummad arnodennoù e teujont a-benn da gaout 9 atom eus izotop 271 an elfenn dre vombezenniñ Pb-208 gant Ni-62 ar wezh-se. Er bloavezh 2001 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 110. [3]
An anv darmstadtium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor da gêr Zarmstadt end-eeun ; e 2003 e voe degemeret an anv gant an IUPAC.[4]

Perzhioù[kemmañ]

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije an darmstadtiom ivez neuze, marteze eus familh ar platin.
Gortozet eo perzhioù 110Ds evel par da re elfennoù all ar strollad 10 (28Ni, 46Pd ha 78Pt), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[5] e vije an darmstadtiom war a hañval.

Izotopoù[kemmañ]

N'eus izotop stabil ebet eus Ds, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù an darmstadtiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
267Ds kevanaozet 2,8 ms
268Ds kevanaozet s]]
269Ds kevanaozet 179 µs
270Ds kevanaozet 100 µs
271Ds kevanaozet 1,63 ms
272Ds kevanaozet 1 s
273Ds kevanaozet 170 µs
274Ds kevanaozet 2 s
275Ds kevanaozet 2 s
276Ds kevanaozet 5 s
277Ds kevanaozet 5,7 ms
278Ds kevanaozet 10 s
279Ds kevanaozet 0,18 s
280Ds kevanaozet 11 s
281Ds kevanaozet 20 s

Arver[kemmañ]

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. Royal Society of Chemistry
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 16 KZU 12
  3. IUPAC (en) Liamm oberiant 22 KZU 12
  4. IUPAC (en) Liammoù oberiant 22 KZU 12
  5. Ar metaloù nobl : 44Ru, 45Rh, 46Pd, 47Ag, 76Os, 77Ir, 78Pt hag 79Au

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford