Mont d’an endalc’had

Tuliom

Eus Wikipedia
Tuliom
ErbiomTuliomIterbiom

Tm
Md
Taolenn beriodek, Tuliom
Perzhioù hollek
Niver atomek 69
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 168,934
Aozadur elektronek
[Xe] 4f13 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 31, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,25 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 596,695 kJ/mol
2 : 1 162,647 kJ/mol
3 : 2 284,771 kJ/mol
4 : 4 119,920 kJ/mol
Skin atomek 227 pm
Skin kenamsav 177 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 9,325 g/cm3
Teuzverk 1 545 °C
Bervverk 1 950 °C
Tredanharzusted 676 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Arabat eo droukveskañ Tuliom 69Tm gant Talliom 81Tl pe gant Toriom 90Th !

Un elfenn gimiek eo an tuliom ; Tm eo e arouez kimiek, 69 e niver atomek ha 168,934 e dolz atomek.

E 1879 e voe hiniennekaet stumm oksidet an elfenn 69 gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve e Skol-veur Uppsala e Sveden, a-douez lantanidoù all a oa en un tamm oksidenn erbiom Er2O3 na oa ket glan. Div elfenn a gavas neuze : an holmiom 67Ho hag an elfenn 69, a anvas Tulium diwar anv latin Skandinavia.
Gant ar c'himiour saoz Charles James e voe kenderc'het tuliom peuzc'hlan dre un argezh a 15 000 pazenn, evel m'en embannas e 1911.
Adal dibenn an degad 1950 e voe gwerzhet tuliom glan (99,9 %) gant an embregerezh amerikan Lindsay Chemical Division of American Potash & Chemical Corporation[1].

Ur metal blot liv an arc'hant eo an tuliom. Govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; orjalennus eo ivez : tu zo d'e astenn hep na dorrfe.
Ferromagnetek eo an tuliom e gwrezverkoù yenoc'h eget -241,15 °C : treiñ a ra da warell.
Gourzhferromagnetek eo etre -241,15 ha -217,15 °C : n'eus gwarellegezh ken gantañ.
E gwrezverkoù tommoc'h eget -217,15 °C e tro da gewarellek, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
Buan e tro da c'haz pa vez en e stumm dourek.

  • Buan e tazgwered an tuliom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Tm [k] + 6 H2O [d] → 2 Tm(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Dilufrañ gorrek a ra an tuliom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ e 150 °C :
4 Tm + 3 O2 → 2 Tm2O3 (trioksidenn tuliom)
2 Tm [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Tm3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Tm pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Tm [k] + 3 X2 [g] → 2 TmX3 [k]

Tuliom-169 eo an izotop paotañ ha stabilañ a gaver en natur. Skinoberiek eo marteze[3].
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 35 anezho, 171Tm o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 1,92 bloavezh.

Izotopoù stabilañ an tuliom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
167Tm kevanaozet 9,25 devezh]] 167Er
168Tm kevanaozet 93,1 devezh]] 168Er
169Tm 100 stabil, 100 neutron
170Tm kevanaozet 128,6 devezh 170Yb
171Tm kevanaozet 1,92 bloavezh 171Yb

Pa vez ar granatoù-se pistet gant tuliom hepken e roont laseroù 1 930-2 040 nm a vez impljet e surjianerezh ar c'hankr.

  • Da erlerc'hiañ ouzh itriom ez arverer tuliom en dreistreelloù a rank mont en-dro e gwrezverkoù uhel.
  • Da erlerc'hiañ ouzh skandiom ez implijer tuliom da fardañ kleuzuerioù (lampoù) a ro ur gouloù gwer.
  1. HEDRICK James B., Rare-Earth Metals, United States Geological Survey (USGS) (en) Liamm oberiant 24 C'HWE 13
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  3. EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements
  4. GUPTA C. K. & KRISHNAMURTHY N., Extractive Metallurgy of Rare Earths, CRC Press, 2004, ISBN 978-0-415-33340-5 (en)
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok