Bohriom

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Radiation warning symbol.svg
Vector molecule.svg
Bohriom
SeaborgiomBohriomHasiom

Re
Bh
Taolenn beriodek, Bohriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 107
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 7
Trovezh 7
bloc'h d
Tolz atomek [270]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d5 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 13, 2
Electron shell 107 Bohrium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +7 (Diouganet)
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 743 kJ/mol
2 : 1 690 kJ/mol
3 : 2 580 kJ/mol
Skin atomek 128 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 141 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20°C) 27,2 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C)

Un elfenn gimiek eo ar bohriom ; Bh eo e arouez kimiek, 107 e niver atomek ha 264,125 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek eo ar bohriom.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1975, en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[1], e teuas ur skipailh renet gant Youri Tsolakovitch Oganesian a-benn da genaozañ izotop 261 an elfenn 107 dre vombezenniñ bismut gant krom. Bloaz war-lerc'h e voe embannet an dizoloadenn gant an Ensavadur.
E 1981 avat e voe kaset an hevelep arnodenn er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Kevredigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt, (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg : bombezennet e voe Bi-209 gant Cr-54, ha dizoloet izotop 262 an elfenn 107.
E 1993 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ar GSI evel dizoloer ofisiel an elfenn 107.[3]

Fellout a reas d'an Alamaned reiñ an anv nielsbohrium d'an elfenn nevez, gant an arouez Ns, en enor d'ar fizikour danat Niels Bohr ; skiantourien Dubna o devoa kinniget an anv-se dija evit an elfenn 105 (a voe anvet dubnium gant an IUPAC). Dre ma'z anzavas skipailh Darmstadt youl-vat hini Dubna a-zivout an elfenn 105 ez asantas Soviediz ma vije an elfenn 107 anvet en enor da Niels Bohr.
Enep an anv nielsbohrium e savas an IUPAC e 1994, rak ne oa elfenn ebet a gement a oa bet anvet gant anv klok un den, ha bohrium a ginnigas. Respont a reas ar GSI dre bouezañ war an arvar a gemmesk etre bohrium 107Bh ha bor 5B, dreist-holl en o stummoù bohrat ha borat. Kaset e voe ar gudenn da skourr danat an IUPAC, he diskoulmas dre zibab an anv bohrium daoust da arguzennoù ar GSI. E 1997 e voe bohrium lakaet da ofisiel gant an IUPAC.[4]

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gortozet int evel par da re elfennoù all ar strollad 7 (25Mn, 43Tc ha 75Re), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unnek izotop eus Bh zo bet kenaozet, gant hanter-vuhezioù o vont eus 8 ms betek ur vunutenn.

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  3. IUPAC] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  4. IUPAC] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok