Rubidiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
R U B I D I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
KriptonRubidiomStrontiom
K
Rb
Cs
taolenn beriodek, rubidiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 37
Rummad kimiek Metaloù alkaliek
Strollad, trovezh, bloc'h 1, 5, s
Tolz atomek 85,4678 ±0.0003
Aozadur elektronek
[Kr] 5s1

Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 8, 1

Electron shell 037 Rubidium.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 1 Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 0,82 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 403 kJ/mol

2 : 2632,1 kJ/mol
3 : 3859,4 kJ/mol

Skin atomek 247,5 pm
Skin kenamsav 220 ±9 pm
Skin Van der Vaals 303 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 1,532 g/cm3
Teuzverk 39,31 °C
Bervverk 688 °C
Neuz an elfenn
Ur glogorennad Rubidiom

Un elfenn gimiek eo ar rubidiom ; Rb eo e arouez kimiek, 37 e niver atomek ha 85,468 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo ar rubidiom, evel holl elfennoù ar strollad 1 war-bouez an hidrogen (a zo un nann-metal).

Ur metal blot liv an arc'hant hag a deuz pa vez tommoc'h eget 39.3 ° C eo ar rubidiom.
Puilhoc'h eget ar c'houevr pe ar plom eo ar rubidiom en douar, hogen nebeut-tre a vez kenderc'het peogwir ne vez mui implijet er greanterezh; gant ar c'heziom, e amezeg er strollad 1, eo bet erlerc'hiet[1], petra bennak ma kaver 30 gwezh muioc'h a rubidiom eget a geziom. Etre 2 ha 4 zonennad rubidiom a vez kenderc'het bep bloaz er bed a-bezh, e Kanada, Namibia ha Zambia ; ne vez mui kenderc'het e Stadoù-Unanet Amerika.[2]

Istor[kemmañ]

E 1861 e voe kavet ar rubidiom gant daou Alaman, ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Kirchhof, a-drugarez d'ar skalfadseller o devoe ijinet er bloaz kent. Peogwir e weljont linennoù ruz-flamm er skalfad bet taolet gant an elfenn nevez en o anvjont rubidiom, diwar al latin rubidus, "ruz teñval".

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal blot-tre eo ar rubidiom, pa deuz e 39,3 °C hepken ; orjalennus eo pa vez yenoc'h (bez' e c'haller e astenn hep na dorrfe).

Kimiek[kemmañ]

  • Deviñ a ra ar rubidiom pa vez lakaet en aer, ha lakaat a ra an dour da darzhañ en ur entanañ an hidrogen a vez dieubet.
  • Taer ivez eo e zazgwered ouzh an oksiderioù hag an halogenoù. Dre-se e vez kemeret diarbennoù strizh a-fed pakañ rubidiom evit e dreuzdougen : 100 g a rank bezañ klozet en ur voest dir siellet. [2]
  • Un trelusker eo ar rubidiom.

Izotopoù[kemmañ]

Daou izotop a gaver en natur, 85Rb (72,2 %) ha 87Rb (27,8 %). Skinoberiek eo 87Rb un disterig, gant un hanter-vuhez a 48,8 a viliardoù a vloavezhioù — etre 30 ha 110 devezh zo rekis evit ma c'hallfe louc'henniñ ur blakenn-luc'hskeudenniñ.
Izotopoù eus ar rubidiom zo bet aozet gant mab-den, 24 anezho, gant un hanter-vuhez a zo berroc'h eget 3 miz ; didalvez eo an darn vrasañ eus izotopoù danzeek ar rubidiom, abalamour ma 'z int re skinoberiek.

Arver[kemmañ]

Ken heñvel eo ar rubidiom ouzh ar c'heziom ma vezont arveret kevret pe an eil e-lec'h egile. Kesiom zo aesoc'h da dapout, met lod kefridioù ne c'hallont bezañ sevenet nemet gant rubidiom, evel gwer arbennik (neudennoù luc'hek ha binvioù da welet en deñvalijenn). [2]

  • Peogwir ez eo ar rubidiom gouest da ezteuler gouloù e vez implijet evit fardañ kelligoù luc'hdredanel, en ardivinkoù da zinoiñ ar skinoù.
  • Meur a zoare zo da arverañ ar rubidiom er vezegiezh :
• luc'hskeudenniñ dre skinoù ;
• disrannañ ar viruzoù diouzh an TDN hag an TRN
• termeniñ red ar gwad en ur c'horf
• fardañ louzoù sioulaus ha louzoù kouskus.

Notennoù[kemmañ]

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
  2. 2,0 2,1 2,2 BUTTERMAN W. C. & Reese R. G. Jr, Mineral Commodity Profiles — Rubidium, United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford