Hieronimos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Hieronimos, troour ar Bibl en latin, en e sal-studi, murlivadur gant Domenico Ghirlandaio, e 1480, en iliz Ognissanti, e Firenze, en Italia.
Hieronimos , gant Michelangelo Merisi da Caravaggio, e 1607, en iliz-veur Valletta, e Malta.

Jerom pe Hieronimos (e brezhoneg), pe « Eusebius Sophronius Hieronymus » (en latin), pe Hieronymos (e gregach), ganet war-dro 347 e Stridon, entre Pannonia ha Dalmatia (Kroatia hiriv) ha marvet d'an 30 a viz Gwengolo 420 e Betlehem, a oa ur manac'h hag a droas ar Bibl e latin ( ar Vulgat), ma'z eo anavezet evel doktor an Iliz, hag unan eus ar pevar den anvet Tadoù an Iliz, gant Ambroaz Milano, Aogustin Hippo ha Gregor Iañ, hag evelto anvet da sant.

E vuhez[kemmañ]

Studier e oa e Roma,ha da 25 bloaz eteuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas e Galia hag alese ez eas d'an Douar Santel e 373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis e Siria, er mervent da Antioc'heia, en Azia Vihanañ, ha beleget e voe eno.

En 383 e voe dibabet gant ar pab Damasus Iañ da sekretour ha goulennet outañ treiñ ar Bibl, er yezh ofisiel an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas kuitaat Roma ha distreiñ d'an Douar Santel gant Paula, ur Romanez a ouenn uhel.


Mervel a reas e 420. Lakaet eo da sant paeron an droourien. Abaoe Bonifas VIII, en 1298, eo bet lakaet da doktor an Iliz.