Mont d’an endalc’had

Treiñ ha troidigezh

Eus Wikipedia
Maen Rosetta, skrivet e div yezh hag e tri doare-skrivañ

Treiñ diwar ur yezh d’ur yezh all, pe en ur yezh all, zo lakaat komzoù pe skridoù a zo en ur yezh orin en ur yezh estreget ar yezh orin. "Treuzyezhañ" a reer ivez eus an ober-se.

Bez' ez eus ivez troidigezhioù diwar stumm kozh ur yezh e stumm a-vremañ an hevelep yezh, pa ne c'hall mui an dud nann-arbennik lenn ar skrid orin. Setu amañ ur skouer : eus an hensaozneg d'ar saozneg a-vremañ.

Cædmon's Hymn (VIIvet kantved)[1]

Nū scylun hergan hefaenrīcaes Uard,
Metudæs maecti end his mōdgidanc,
uerc Uuldurfadur, suē hē uundra gihuaes,
ēci Dryctin ōr āstelidæ
hē ǣrist scōp aelda barnum
heben til hrōfe, hāleg scepen;
Þā middungeard moncynnæs Uard,
ēci Dryctin, æfter tīadæ
fīrum foldu, Frēa allmectig

Now we must praise heaven-kingdom's Guardian
the Creator's might and his mind-plans,
the work of the Glory-Father, when he of wonders of everyone,
eternal Lord, the beginning established.
He first created for men's sons
heaven as a roof, holy Creator;
then middle-earth, mankind's Guardian,
eternal Lord, afterwards made
for men earth, Master almighty.

En un doare strizh-kenañ ne vez troet nemet skridoù ; jubenniñ a reer eus an ober dre gomz ha gant ur jubennour(ez) e vez graet.

Al labour treiñ komzoù pe skridoù, pe an treiñ hepmui, an treuzyezhañ, a vez graet gant un troer pe un droerez. Un troour, un droourez a vez lavaret ivez eus neb a ra al labour en un doare ampart pe vicherel, goude ma n’eo ket ar memes tra na tost.

Kemm a lakaer etre treiñ lennegezh (an treiñ lennegel) ha treiñ kalvezouriezh (an treiñ kalvezel). Da neuze e verker peseurt danvez a zo da dreiñ, penaos e ranker e dreiñ, ha gant piv e vo troet, rak disheñvel eo al labour hag ar barregezh a zo rekis en daou rumm troidigezhioù-se.

Un tamm istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ober hollvedel eo an treiñ, a zo bet ezhomm a-viskoazh etre pobloù disheñvel o yezh.

Skridoù skiantel zo bet troet a-gozh, evel labourioù an Arabed war ar gimiezh hag ar vezhegiezh (eus an arabeg e teu ar gerioù "algoritm" hag "alkool") ; skridoù relijiel zo bet treuzyezhet ivez, evel an Testamant Kozh e henc'hresianeg, ar Bibl e latin (ar Vulgat), ar Bibl c'hoazh en alamaneg gant Martin Luther pe e kembraeg gant William Morgan, hag e brezhoneg gant meur a zen.

E brezhoneg ez eus un hengoun diazezet war treiñ ar skridoù relijiel, a-raok kregiñ gant ar skridoù politikel gant an Dispac'h gall.

Treiñ lennegezh an Henamzer diwar an henc'hresianeg hag al latin zo bet a-bouez ivez en istor al lennegezh, e hini Bro-C'hall peurgetket. Da-heul treiñ ar skrivagnerien gozh e teuas c'hoant da sevel oberennoù pimpatrom-heñvel, evel re Jean de La Fontaine pa gemere skouer diwar Aisopos ha Phaedrus. E Breizh e voe diouzh ar c'hiz sevel fablennoù e doare Jean de La Fontaine, ken e skrivas Roparz Hemon komzoù garv ouzh ar marmouzerezh-se[2].

Labour an treiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit treuzyezhañ ez eo ret gouzout an div yezh, hag evit treiñ mat ez eo gwelloc'h o gouzout mat. Evit o gouzout mat ez eo ret o deskiñ mat, ober gante alies, ha gouzout ne vo biken echuet deskiñ. N'eus doare ebet da zeskiñ mat nemet dre ober, rak dre ober e tesker ha dre zeskiñ e ouzer ober.

Troourien vat ha troourezed mat n'eus ket anezho dre natur : treiñ a reont skridoù, faziañ a reont a-wechoù, ha gwellaat a c'hallont evel ar gwin kozh. Un troer mat zo un den hag en deus desket treiñ dre ober, a zo kustum da dreiñ, hag a zo barrek da ziwall a ober fazioù a vije graet gant unan diampartoc'h. Evit ober labour vat ez eo ret kaout binvioù mat, da lavarout eo ar gwellañ geriadurioù ha yezhadurioù — en div yezh, pa n'eus geriadur Yezh A – Yezh B klok ebet.

Ar skrivagner skosat Alexander Fraser Tytler, Lord Woodhouselee (1747-1813) a embannas e 1791 un arnodskrid a-zivout pennaennoù an treiñ (Essay on the Principles of Translation) ma roas teir reolenn-diazez[3]

  • First General Rule: A Translation should give a complete transcript of the ideas of the original work.
Kentañ reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe reiñ un dreuzskrivadenn glok eus mennozhioù an oberenn orin.
  • Second general Rule: The style and manner of writing in a Translation should be of the same character with that of the Original.
Eil reolenn-diazez : stil ha doare un droidigezh a rankfe bezañ heñvel ouzh re an oberenn orin.
  • Third general Rule: A Translation should have all the ease of original composition.
Trede reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe bezañ ken helenn hag an oberenn orin.

Goude pourchaset ar binvioù rekis (deskiñ an div yezh, kaout yezhadurioù ha geriadurioù en div yezh) e c'hall an den boulc'hañ an droidigezh. Meur a skoilh a gavo war an hent, ar re vrasañ o vezañ ar c'heriaoueg, live ar yezh, stumm ar skrid, hag ar bommoù didroüs.

Ar c'heriaoueg
Lod yezhoù o deus gerioù dibar na c'heller ket treiñ ger-evit-ger en ur yezh all : (de) Schadenfreude zo ur skouer brudet ; en degouezh-se ranker treiñ dre veur a c'her pe dre ur frazenn-dro : kement ha "levenez fall" e talvez Schadenfreude, da lavaret eo al levenez a santer pa vez enket ur mignon ha pa ne vezer ket en hevelep plegenn fall. Meur a skouer all a gavor er pennad Meizadoù estren.
Live ar yezh
Dav eo chom an tostañ ma c'heller da live ar yezh orin : ne droer ket ur pezh-c'hoari gant Shakespeare (1564-1616) e yezh ar pemdez a glever hiziv, nag ur romant skrivet e luc'haj evel Trainspotting Irvine Welsh en ur yezh akademikel.
E lod skridoù e kaver meur a live yezh : klasel hini an daveller(ez), poblek hini an tudennoù pa gomzont ; ur skouer eo The Grapes of Wrath John Steinbeck, ma komz an tudennoù gant troiennoù Oklahoma, hep luc'haj ebet.
Stumm ar skrid
Dav eo ivez chom feal d'ar stumm a zo bet roet d'ar skrid : komz-plaen (an darn vrasañ eus ar skridoù), barzhoniezh gant klotennoù (ar c'hanaouennoù en o zouez), lizhiri (Dracula Bram Stoker).
  • Ar pep diaesañ dre vras eo treiñ barzhonegoù, e komz-plaen pe dre werzennoù : ret eo deouzañ ar pezh a zo barzhonius er skrid (ar skeudennoù divoutin a zeu da spered al lennerien dre ar gerioù), mirout lusk ar skrid, ha kavout klotennoù er Yezh B pa vez er Yezh A. Ken diaes e vez ar gefridi ziwezhañ-mañ ma ne vez sevenet nemet gant an droerien hag an droerezed ampartañ.
Bommoù didroüs.
Bez' ez eus : c'hoarioù gerioù ha bommoù daou ster dezho. Gwech e c'heller o zreiñ digudenn, gwech e ranker tremen dre ur frazenn-dro, alies e ranker lakaat un notenn evit displegañ ar bomm orin.
Ha c'hoarvezout a ra ne c'heller ket treiñ feal e mod ebet, kaer zo klask. Setu amañ ur skouer ma'z eus ur c'hoari gerioù, luc'haj ha daou ster en ur bomm : (fr) C'est la débandade chez les hommes et les femmes sont paniquées.

Stummadur an droourien e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vez lakaet ar studierien d'ober troidigezhioù er skol-veur n'eus ket a wir stummadur evit danvez troourien ha troourezed. Setu perak n'eus ket kalz a droidigezhioù embannet e brezhoneg, e-skoaz ar pezh a weler e Kembre pe e Katalonia en ur bloavezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (br) Mouradova, Anna. Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1999 (ISBN 978-2-86863-103-9)
  • (fr) Zauberman, Yolande & Spiechowicz, Paulina. Les mots qui nous manquent - Encyclopédie. Paris : Calmann-Lévy, 2016 (ISBN 978-2-7021-5746-6)

En-dro d'an treiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hoari video
  • (en) (fr) Chants of Senaar (2023), savet gant Rundischag embanet gant Focus Entertainment – En un hollved kar da vojenn tour Babel e ranker adsevel an darempredoù yezhel etre pobloù dre dreiñ yezhoù ha diskoulmañ luziadelloù[4].
Lennegezh
  • (en) Kuang, Rebecca F. : Babel, or The Necessity of Violence – An Arcane History of the Oxford Translator's Revolution. London : Harper Voyager, 2022 (ISBN 978-0-00-850185-3)
Sinema
  • (fr) Les traducteurs (2019), film sevenet gant Régis Roinsard – Nav den zo bac'het evit treiñ, dre guzh ur best-seller ; reuz a sav etrezo p'en em gav an dek pajenn gentañ war an Internet.
  • (en) (fr) Arrival / Premier contact (2016), film sevenet gant Denis Villeneuve – Daouzek lestr-egor arallvedat a brad e daouzek lec'h war an Douar ; ur yezhoniourez zo karget da vont e darempred gant an nevezdeuidi dre gompren en o yezh.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Troidigezh gant E. Talbot Donalson : Old English Prosody and Cædmon Hymn. In : Beowulf. New York : W. W. Norton & Company, 1975, pp. 67-68 (ISBN 978-0-393-09225-7).
  2. Roparz Hemon : Barzhoniezh, er gelouenn Breiz Atao, miz Gwengolo 1924 ; adembannet en ur breizhad oc'h adkavout breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89.
  3. Alexander Fraser Tytler, Lord Woodhouselee. Essay on the Principles of Translation. London : J. m. Dent & Co., 1791 • En-linenn @ Project Gutenberg. Kavet : 19 Meu 24.
  4. (en) Lec'hienn ofisiel.