Yezh paoell
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh paoell pe yezh ahel (saoz: pivot language) evit komz eus ur yezh, kalvezadel pe naturel, implijet evit tremen d'an eil yezh d'eben evit treiñ kentreze kentoc'h evit mont war-eeun an eil d'eben.
Talvezout a ra seurt yezhoù paoell da gentañ-holl evit treiñ ez-automatek dre urzhiataerezh, ha dreze e c'heller treiñ etre meur a yezh orin ha meur a yezh termen en un doare eeunoc'h hep rankout liesaat an an niver hollek a droidigezhioù, keñveriit da skouer:
- evit treiñ war-eeun etre 7 yezh disheñvel (a, b, c, d, e, f, g) e ranker sevel 42 troidigezh disheñvel (a-b, a-c, a-d, a-e, a-f, a-g; b-a, b-c, b-d, b-e, b-f, b-g; c-a, c-b, c-d, c-e, c-f, c-g...)
- evit treiñ etre an hevelep 7 yezh oc'h implijout ur yezh ahel (h) e ranker sevel 14 troidigezh disheñvel nemetken (a-h, b-b, c-h, d-h, e-h, f-h, g-h ha h-a, h-b, h-c, h-d, h-e, h-f, h-g).
Seul wezh ma'c'h a war vrasaat an niver a yezhoù, seul wezh ma teu da vezañ bihanoc'h an niver a droidigezhioù holler ma ranker sevel dre implijout ur yezh paoell e-keñver an niver hollek ma ranker sevel evit treiñ war-eeun etre pep yezh.
Ar gudenn bennañ a sav pa implijet seurt yezhoù paoell eo ar fed ma'c'h a war vrasaat ar riskl da dreiñ fall, rak bewech ma troer ez eus ur riskl da dreiñ fall un termen hag div wezh brasoc'h eo ar riskl-se pa ranker treiñ div wezh, da lâret eo gant ar yezhoù a ha b hag ar yezh paoell h:
- treiñ war-eeun: ur bazenn
- a-b
- treiñ gant ur yezh paoell: div bazenn
- a-h-b = a-h + h-b
Alies e vez implijet ar saozneg evel yezhoù paoell dre m'c'h eo bet dielfennet donoc'h evit an darn vrasañ eus ar yezhoù all gant ar yezhoniezh kentoc'h evit a-duagrez d'ar fed m'eo anezhañ ur yezh dereat e-keñver he yezhadur evit talvezout da yezh paoell, da lârete oe n'o ket ar saozneg ur yezh reizh he yezhadur diouzh un tu na gantañ kalz a elfennoù yezhadurel ha morfologel (da skouer displegaur ar verboù, jener, troadoù...) implijet stank pe stankoc'h gant kalz a yezhoù komzet dre ar bed.
Diouzh an tu all eo bet klasket gwezh ha gwezh all implijout an esperanteg evel yezh paoell dre m'eo reizh e morfologiezh ha gwevn a-walc'h e gevreadurezh.
Pebeilañ (saoz. relay) e reer eus ar fed ma implijet yezhoù paoell pa vezer o jubenniñ, da lârete eo pa n'anavez ket ur jubenner/ez ar yezh implijet gant an hini a zo o komz ha rankout a ra jubenniñ diwar ar jubennegezh savet diwar ar yezh-se betek ur yezh anavezet gantañ/i gant unan eus ar jubennourion/ezed all kentoc'h eveit ober war-eeun diwar ar yezh orin.