Yezh kalvezadel
Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saoz. constructed language pe conlang) a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur yezh savet a-ratozh ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel diorroet a-hed an amzer gant an dud.
Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re Dolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojban, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an awolang [1]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar cinpzy [2])
A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvet (saoz. planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (saoz. artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken naturel hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.
Renkadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm :
- yezhoù a priori: n'int ket diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war frammoù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
- yezhoù a posteriori: diazezet war yezhoù naturel pe oc'h implijout perzhioù yezhoniel a vez kavet er yezhoù naturel, ds. an esperanteg, ar volapük [3] hag an inter celtic [4]
Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal, da skouer :
- yezhoù etrebroadel ouzhpenn: da vezañ implijet evel eil-yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, d.s. interlingua [5] hag en o fenn an esperanteg;
- yezhoù fantazi - bet krouet evit reiñ plijadur aestetik, d.s. ar yezh quenya ijinet gant Tolkien [6];
- yezhoù evit palioù resis (saoz. engineered languages): isrannet e yezhoù filozofel, d.s. an eurun [7] ha yezhoù poellel (saoz. loglangs), d.s. al lojban [8]
Yezhoù zo a zo bet savet a-ratozh kaer evit diskouez hag-eñ eo gwir pe get Damkan Sapir ha Whorf, da lâret eo hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud, d.s. ur yezh evit ar maouezed eo al láadan [9] evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel pe c'hoazh ur yezh n'haller lâret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona [10]
A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, o deus un nebeud yezhoù a seurt-mañ bet tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2000 a dud evel yezh kentañ, hag en 19vet kantved gant ar volapük.
Kurius eo goût memestra e oa bet klasket kelenn ar yezh klingon [11] ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne deuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".
Yezhoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezhoù zo a zo bet krouet evit ar bed a-bezh, evel ar volapük[1], an esperanteg pe an ido.
Yezhoù all a zo bet krouet evit broadoù hag o deus ur yezh kar. Ar slovio[2] hag an etreslaveg[3] a zo bet krouet evit kehentiñ etre ar broadoù slavek.
Yezhoù all c'hoazh a zo bet krouet evit un tiriad. Meur a yezh a zo bet krouet evit aesaat ar c'hehentiñ en Europa, da skouer. An eurolang[4] a zo aet da get, evel an europanto[5], ha ne oa ket bet kinniget evel ur raktres sirius. Re all a hañval bezañ diorroet dalc'hmat : an uropi[6], an eubabel[7], an europeo[8] hag an Nove Latina[9].
Ukroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezhoù zo a zo bet krouet evel pa vije emdroet o yezh orin en hevelep doare hag ar yezhoù hengounel. O emdroadur eo an hini en dije o yezh orin ma vije en em astennet war un tiriad all. Evit o sevel ez eo bet argemmet geriaoueg o yezh orin hervez al lezennoù fonetek a gaver er yezh o dije erlec'hiet. Ar brithenig, emdroadur al latin m'en dije hemañ ziwezhañ kemeret lec'h ar predeneg e Breizh-Veur, eo ar yezh kentañ bet krouet evel-se. Ur yoc'h yezhoù all ar seurt-se a zo bet ijinet d’e heul.
Tu da lakaat ar yezhoù-se e-touez ar yezhoù hengounel e renkadur ar yezhoù. E touez ar yezhoù romanek, da skouer, e vije ur skourr nevez, ar yezhoù keltromanek, a gaver ennañ ar brithenig hag ar breathanach, emdroadur al latin, m'en dije troadet hemañ ziwezhañ en Iwerzhon diwar-goust an iwerzhoneg kozh.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- [12]
- [13] - roll ennañ ouzhpenn 1.000 yezh
- [14]
- Diwar-benn an esperanteg e brezhoneg
- Diwar-benn an esperanteg e brezhoneg