Klingoneg
Ur yezh savet a-ratozh evit "Star Trek" eo ar c'hlingoneg (tlhIngan Hol e klingoneg, distagadur fonetikel: /t͡ɬɪˈŋɑn xol/). Komzet e vez gant ezdouaridi "Klingon". Savet eo bet gant Mark Okrand evit Paramount Pictures.
Klasket en deus an doktor d'Armond Speers, ur yezhoniour amerikan, kelenn ar yezh-se d'e vab war un dro gant ar saozneg. Mont a rae e lingonek outañ tra ma komze e vaouez e saozneg ouzh ar bugel. Goude un nebeud bloavezhioù e tisplije d'ar bugel komz klingoneg hag e veze gwell gantañ komz saozneg. Ar fed ma c'halle komz saozneg gant kalz muioc'h a dud hag an diouer a c'heriaoueg e klingoneg, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol", a gontas kalz. Pa zeuas da vezañ koshoc'h e nac'has ar bugel komz klingoneg hag e paouezas an taol arnod[1].
Lizherenneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ent-ofisiel eo gant lizherennoù latin e vez skrivet ar c’hlingoneg, met kavet e vez ivez ul lizherenneg ispisial.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]