Yezh kalvezadel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezh savet a-ratozh)
Banniel Conlang, arouez ar yezhoù kalvezhadel : Tour Babel ouzh an Heol o sevel.

Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saozneg : constructed language, conlang) zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud, da lavaret eo ez eo ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel a zo bet diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh zo bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat zo bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re J. R. R. Tolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez, evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojbaneg, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (da skouer : an awolang, bet krouet gant Daniel Carrasco "evit an dudi"[1]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (da skouer : ar cinpzy[2]).

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvekaet (planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel, evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken « naturel » hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lavaret eo yezhoù lakaet da neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

Renkadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm.

  • Ar yezhoù a priori n'int diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war frammoù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
  • Ar yezhoù a posteriori zo diazezet war yezhoù naturel pe a implij perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù naturel ; da skouer : an esperanteg, ar volapük[3] hag an inter celtic[4].

Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal.

  • Ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da vezañ implijet evel eil yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, da skouer an interlingua[5] hag an esperanteg.
  • Ar yezhoù faltaziek, a zo bet krouet evit dre genedelouriezh, evel ar sindarin ijinet gant J. R. R. Tolkien[6].
  • Ar yezhoù evit palioù resis (engineered languages), a vez isrannet etre yezhoù filozofel evel an eurún[7] ha yezhoù poellel (loglangs) evel al lojbaneg.

Lod yezhoù zo bet savet a-ratozh kaer evit amprouiñ Damkan Sapir ha Whorf, da lavaret evit gouzout hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud ; da skouer : ur yezh evit ar maouezed eo al láAdan[8] evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel ; ur yezh n'haller lavaret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona[9].

A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, un nebeud yezhoù a-seurt-se o deus tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2 000 a dud evel yezh kentañ, ha gant ar volapük en XIXvet kantved.

Klasket e oa bet kelenn ar yezh klingon ijinet evit Star Trek[10] evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers[11], met ne zeuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, da dkouer gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".

Yezhoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod yezhoù zo bet krouet evit ar bed a-bezh, evel ar volapük e 1880, an esperanteg (Lingvo Internacia, 1887) pe an ido (Linguo internaciona de la Delegitaro, 1907[12]).

Yezhoù all zo bet krouet evit broadoù hag o deus ur yezh kar. Ar slovio (1999)[13] hag an interslavic (2006)[14] zo bet krouet evit kehentiñ etre ar broadoù slavek.

Yezhoù all c'hoazh zo bet krouet evit un tiriad. Meur a yezh azo bet krouet evit aesaat ar c'hehentiñ en Europa, da skouer. An eurolang (1990)[15] zo aet da get, evel an europanto (1996[16], ha ne oa ket bet kinniget evel ur raktres sirius. Re all a hañval bezañ diorroet dalc'hmat : an uropi (1986[17], an eubabel (2013)[18], an europeo (2018)[19] hag an nove latina (2020)[20].

Ukroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod yezhoù zo bet krouet evel pa vije emdroet o yezh orin en hevelep doare hag ar yezhoù hengounel. O emdroadur eo hini o yezh orin mar bije en em astennet war un tiriad all. Evit o sevel ez eo bet argemmet geriaoueg o yezh orin hervez al lezennoù fonetek a gaver er yezh o dije erlec'hiet. Ar brithenig (1996), emdroadur al latin m'en dije hemañ diwezhañ kemeret lec'h ar predeneg e Breizh-Veur, eo ar yezh kentañ bet krouet evel-se. Ur yoc'h yezhoù all ar seurt-se zo bet ijinet d’e heul.

Tu da lakaat ar yezhoù-se e-touez ar yezhoù hengounel e renkadur ar yezhoù. E-touez ar yezhoù romanek, da skouer, e vije ur skourr nevez, ar yezhoù « keltiek-ha-romanek », a gaver ennañ ar brithenig hag ar breathanach (1998), un emdroadur eus al latin ivez, m'en dije troadet hemañ ziwezhañ en Iwerzhon diwar-goust an heniwerzhoneg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]