Mont d’an endalc’had

Yezh orin

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen yezh orin (saoz. source language) gant studioù an treiñ evit komz eus ar yezh implijet en ur skrid ma vez savet un droidigezh diwarnañ, da skouer pa droer an Divina Commedia e brezhoneg diwar an italianeg e talvez an italianeg da yezh orin.

Yezh termen a vez graet eus ar yezh implijet evit sevel ar skrid troet.

Ne rank ket bezañ disheñvel avat ar yezh termen diouzh ar yezh orin rak troidigezhioù enyezhel (saoz. intralinguistic translations) a c'heller sevel koulz ha troidigezhioù etreyezhel (saoz. interlinguistic translations), da skouer evit arbennigourion/ezed zo ez eo enyezhel an droidigezhioù kaset da-benn e galizeg diwar ar portugaleg pe un droidigezh savet e saozneg Breizh-veur diwar un destenn orin bet skrivet e saozneg ar Stadoù-Unanet pe c'hoazh un droidigezh e brezhoneg unvan savet diwar un destenn orin e rannyezh Bro-Dreger.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]