Algoritm

Un algoritm[1], pe un treol[2], zo un heuliad pazennoù resis a zeskriv penaos diskoulmañ ur gudenn. Dont a ra ar ger eus anv ar matematikour persan Muhammad ibn Mūsā al-Khwārizmī (war-dro 780-850).
Implijet e vez algoritmoù gant tud evit komz etrezo. Un algoritm lakaet en ul lavar programmiñ eo ur program.
Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Elfennoù Euklides[3] ez eus un hentenn evit kavout kenranner brasañ daou niver, a reer anezhi hiziv algoritm Euklides.
Algoritm Dijkstra[4] a gav an hent berrañ etre daou veg roet en ur graf.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ TermOfis, en implij e Diwan
- ↑ Preder, Ménard
- ↑ (fr) L'algorithme d'Euclide.
- ↑ (fr) Algorithme de Dijkstra – Étape par étape.