Kaozeal:Treiñ ha troidigezh
doaust d'ar pezh a c'hell krediñ an dud, n'eo ket dres al labour jubenniñ kevatal da dreiñ dre gomz nag a-bell - hen lârout a ran evel jubennour ha troour a-vicher hag ivez evel kelenner war ar jubenniñ abaoe ouzhpenn dek vloaz. Daosut ha ma c'hellfe bezañ meneget ar jubenniñ e korf ar penand diwar-benn an treiñ, met mat e vefe sevel ur penand diwar-benn ar jubenniñ ivez (marteze e rin war e dro, piv 'oar?) ma vefe ret displegañ perak ha penaos int disheñvel o-daou an eil diouzh egile.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 18:58 (UTC)
- N'on ket sur eo gwir arguzennoù ar frazenn-mañ na tamm ebet:
- "Goude ma vez lakaet ar studierien d'ober troidigezhioù er skol-veur n'eus ket a wir stummadur evit danvez troourien.
Setu perak n'eus ket kalz a droidigezhioù embannet e brezhoneg, e-skoaz ar pezh a weler e Kembre pe e Katalonia en ur bloavezh."
- D'am soñj, ha hervez ar pezh bet lennet pe c'hoazh skrivet ganin diwar-benn tachenn studioù an treiñ hag ar yezhoù "minorelaet" evel kelenner war ar jubennouriezj e skol-veur vigo, n'eus liamm ebet (pe kazi netra da welet) etre ar fed ma vez stummet tud evel troourion/ezed hag ar fd ma vz embannet muic'h pe nebutoc'h a droidigezhioù evit meur a abeg: 1) er skolioù-meur ne vez ket roet d'ar studierion/ezed ur stummadur micherel dre vras met kentoc'h ur stummadur akademikel; 2) tennañ a ra dreist-holl ar fed ma vez embannet troidigezhioù pe get kentoc'h da stad ar marc'had, da lâret eo an niver a lennerion/ezed a raio gante, pe dre o frenañ pe dre o implijout dre ret, da skouer, er skolioù. E galiza, ha sur-mat ivez e Katalonia, e veze troet kalz evit klokaat ezhommoù al lennegezh evit bugale hag evit sevel levrioù-skol ha danvez pedagogel ha dampedagogel (kartennaouegoù, geriadurioù...) a-bepseurt ur wezh bet lakaet ar galizeg da yzh kenofisiel e Galiza ha kalz a-raok ma oa bet ur stummadur resis war micher an teriñ e skol-veur vigo (an hini nemti e Galiza hag a ginnig un aotreegezh war an treiñ hag ar jubenniñ); 3) ret eo anzav ivez, daoust ha ma c'hall bezañ ur stummadur resis war an treiñ e kendalc'h ivez da dreiñ meur a hini hep tamm stumamdur ebet; 4) d'am soñj eo bet ankounac'haet e vez troet kalzig kalz e brezhoneg gant tud n'int ket bet stummet war ar vicher-se war ar Wikipedia-mañ, marteze zoken eo ar raktres-mañ e-touez al lec'hioù ma vez troet ar muiañ e brezhoneg hiziv, rak arabat ankounac'hatt ne rank ket bezañ embannet war paper un droidigezh hiziv.Neal (Kaozeal) 28 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
- Evit ober labour vat ez eo ret kaout binvioù mat, da lavarout eo ar gwellañ geriadurioù ha yezhadurioù.
Pe c'heriadurioù ? Geriadurioù galleg-brezhoneg, evel-just. Ar galleg hepken a c'heller treiñ e brezhoneg en un doare sirius. N'eus benveg ebet evit treiñ e brezhoneg diwar forzh pe yezh arall hep tremen dre ar galleg. --2A01:CB08:8913:1900:8060:409F:181F:AF24 20 Gen 2023 da 21:18 (UTC)