Mont d’an endalc’had

Meizadoù estren

Eus Wikipedia
Taolenn ar yezhoù
ABCDEFGHIJKLMNOPRSTUVWXYZ
Afrikaneg
  • SKELM : kement tra a vever dre guzh.
Alamaneg
  • BETRIEBSBLINDHEIT : bezañ ken soubet en ul labour ma ne weler mui tra pe dra en diavaez dezhañ.
  • FERNWEH : ar c'hoant da guitaat ar gêr, da veajiñ.
  • GEMÜTLICH : klet ha tomm ha degemerus.
  • HASSLIEBE : ar garantez hag ar c'hasoni kemmesket.
  • HEIMWEH : ar c'hoant da vout er gêr.
  • KATZENJAMMER : ur boan vlev eus ar re washañ ; The Katzenjammer Kids : anv ar bannoù-treset anavet e galleg dindan an anv Pim, Pam, Poum savet gant Rudolph Dirks ha Harold H. Knerr e 1897.
  • LIEBESTOD : "ar marv diwar garantez", titl un aria e Tristan und Isolde Richard Wagner ; evit deskrivañ emlazh daou zen abalamour d'ar garantez a vagont an eil evit egile.
  • TÜFTELN : en em goll en ul labour diaes evit ma vefe disi.
  • WALDEINSAMKEIT : ar pezh a sant an den pa vez en e unan en ur goadeg.
  • WURBÜRGER : "keodedour fuloret".
Albaneg
  • MALL : ar boan gorfel a santer pa ziouerer an den a garer.
Arabeg
  • AL BALÂBÎL : ar sorc'hennoù a zeu diwar ar garantez.
  • AL KHABL : follentez an den pa goll e garedig.
  • ALARÂQ : poan ar garantez.
  • ALCHA'AF : devad ar garantez.
  • ALFANA : an dizeriadur diwar garantez.
  • ALKABD : gouli ar garantez.
  • ALHOURAK : tangwall ar garantez.
  • ALKHILABA : a-du emañ ar galon, a-enep emañ ar c'hreizon.
  • ALKHOULLA : ar garantez hag ar vignoniezh kemmesket.
  • ALLAD : ar garantez vervant.
  • ALLADGH : ar garantez-dantadur.
  • ALLAM : ar garantez diskiant.
  • ALSOUHD : ar garantez-anhun.
  • ALTA'ABBOUD : "daoulagad ar sklav", ar garantez estoue.
  • ALTACHBIB : ar garantez foll hag a laka dizurzh e buhez an den.
  • ALWAHL : ar garantez hollgaer ha spouronus.
  • ALWAJD : ar garantez c'hoursavel krignet gant an diouer.
  • ALWALAH : ar garantez foll a c'hoarvez pa goll an den e spered dirak ezvezañs e garedig.
  • ALWASB : ar garantez virvidik ha poanius bepred.
  • BID'AH : un dra hag a zo bet ijinet hep heuliañ patrom pe batrom.
  • HOGRA : ar mezhekadur a sant an den pa vez gwallgaset gant tud dister hogen galloudusoc'h egetañ.
  • HOURI : en Islam (Koran, LVI 22-23), koantenn c'hlan ha disi en em ro gant c'hoant da neb a dizh al jenna, "al liorzh", ar Baradoz.
  • NA'IMANE : an het a zouster a roer d'un den hag a zo bet o kouronkañ pe a zo bet troc'het (h)e blev.
  • NAIM : ul lec'h ma vezer degemeret mat ha lakaet aes ; unan eus anvioù ar Baradoz.
  • SAQIMA : poan gorfel an den karantezus.
Bambareg
  • BANYENGO : politiker hep divezelezh hag a noaz d'ar gevredigezh.
Bembaeg
  • SEKASEKA : c'hoarzhin diabeg.
Boroeg
  • ONSRA : karout evit ar wech diwezhañ.
Daneg
  • BAGSTIV : dihuniñ da veure gant chupennad an derc'hent.
  • HYGGE : ar blijadur a vez en den pa vourr o vezañ gant tud all.
Esperanteg
  • ELTROVERMO : spered an ijinañ.
Euskareg
  • AIENATU : an deñvalijenn hag a laka an dud da dec'hel ha steuziañ.
Finneg
  • KAIHO : ur c'hlemmgan a-zivout ul lec'h pell ha dreist diraez ; ar santad kreñv-tre a zigenvez, a c'hoant start hag a ziglokted.
  • TAKATALVI : "distro ar goañv" ; avel yen hag amzer fall en nevezamzer pe en hañv.
Gresianeg
  • EUDAEMONIK : un dra hag a zegas hevoud.
Hebraeg
  • C'HABAN : ger ijinet gant Yitzhak Rabin evit deskrivañ e bennenebour Shimon Peres ; ur berradur eus khatran bilti nil'a "ribouilher echu" eo.
  • FIRGOUN : ar blijadur hag al levenez wirion a santer pa weler an hentez o seveniñ ur c'hur.
Hindeg
  • HINDUTVA : kelennadurezh hag a laka India kevatal da hindouegezh ; ret eo treiñ India da Hindu Rasthra, Stad an Hindouegezh, dre skarzhañ a-ziwar he ziriad kement den ha ne gred ket en hindouegezh.
  • JUGAAD : arz ar bitellat, kavout diskoulmoù hep nemeur a beadra.
Hungareg
  • KARORÖM : "an hevoud diwar koll egile" ; pa vezer eürus diwar poan an hentez.
  • KÉNYSZERBETELEPITÉS : "trevadennadur dre redi" ; ar pezh eo donedigezh repuidi da Hungaria, hervez ar C'hentañ maodiern Viktor Orbán.
Inuktitut
  • AKILOKOQ : erc'h o kouezhañ dousik.
  • EYECHEKTAKOK : ur faout er skorn hag a zigor hag a serr.
  • MATSAARUTI : erc'h gleb mat da glerañ an hentoù evit an tranelloù.
  • MAULLIK : erc'h teuz.
  • MIGALIK : "skorn evel krampouezh" ; skorn yaouank.
  • SALOGOK : erc'h yaouank du abalamour ma'z eo lous.
  • PIEGNARTOQ : erc'h mat da vont war ruzikell.
  • PIQALUYIQ : skorn dour mor koshoc'h eget bloaz ha freskaet gant an hañv.
  • UGURUGÜZAK : "skorn druz" ; stad kentañ ar skorn.
Islandeg
  • ISBILTUR : ur hir a veaj war an hent a-benn kaout koaven skorn.
  • SNJÓR : ur berad dour hag a dro da bluenn-erc'h ; unan eus ar 6 243 ger hag a dermen an erc'h en islandeg.
Italianeg
  • DIETROLOGIA : an tech a gas an dud da ijinañ petra zo a-drek an darvoud-mañ-darvoud, a glaskont displegañ dre un irienn bennak ; *drekologiezh a vije un nevezc'her brezhonek dereat.
Iwerzhoneg
  • CRAIC : ar blijadur diwar darvoudoù a vever gant tud all, ha diwar kazioù gant tud all.
Izelvroeg
  • UITWAAIEN : "kerzhout en avel" ; kuitaat kêr, pourmen en natur evit goullonderiñ ar penn.
Javaeg
  • BLUSUKAN : mont tre a-daol-trumm en ul lec'h dianav evit klask un dra bennak eno, evel pa ziviz ar roue mont d'ur c'hoc'hu e penn all ar vro da welout stad gwirion ar c'henwerzh.
Japaneg
  • AH-HUN : "deroù ha diwezh un dra bennak", ar c'hendiviz dilavar etre daou vignon tost.
  • BAKU-SAN : ur vaouez hag a zo bravoc'h he zu a-dreñv eget he zu dirak ; eus ar saozneg back, "kein".
  • CHIRARISM : skeudenn dibad ur pezh dilhad dindan, ur sell strafuilhus, ur c'horf noazh, hag a chom louc'het el luc'hsae.
  • FUNDO SHISHŌ (糞土思想 "teil emskiant") : kac'hat atav er-maez evit daskor d'an natur an elfennoù a zo bet kemeret diganti evit derd'hel ar vuhez en den.
  • HANAJI : "diwad ar fri", un arouez a virvilh revel.
  • HARAGEI : ur gemennadenn ameeun, a zeu eus ar c'horf, hep ger ebet.
  • HIKIKOMORI : dibab an dud, zoken pa vezont yaouank-tre, da chom bac'het er gêr hep mont er-maez biken.
  • INEMURI : kousket el lec'h ma vezer – azezet el labour, war sav en ur c'harr-boutin, forzh pegoulz ha forzh pelec'h – war-bouez er Parlamant.
  • IRUSU : ober van da na vezañ er gêr pa vez un den bennak o lopaén ouzh an nor.
  • KABEDON : ur paotr hag a soubl war-du ur plac'h evel pa fellfe dezhañ pokat dezhi kent he stardañ ouzh ur voger, lakaat e zorn dehoù ouzh ar speurenn ha sellout pizh ouzh he daoulagad ; plijusat santidigezh evit ar Japanezed, a-hervez.
  • KAROSHI : ar marv diwar re a labour.
  • KEIKAN : "likentez al labous-yar", ar sodomiezh.
  • KENSHO : ur stad ma vez peurzihun an den, ma vez emskiant eus e natur wirion.
  • NENSU : soñjal gant teneridigezh ha talmoù kalon en un den eus an hevelep reizh.
  • NETO-UYO : "Internet-dehoù" ; an dreistbroadelourien a vez oc'h aloubiñ an Internet gant tagadennoù enep an estrenien hag an dud eus an tu kleiz.
  • NOMINICATION : diwar nomu "evañ" ha communication ; evit ar baotred hepken, mont goude al labour da evañ gant kenlabourerien ha pennoù – goude un nebeud banneoù e teu ar c'hudennoù war wel hag alies e vezont kempennet ; lod Japaniz a laka nominication d'ur rann eus al labour, lod arall e laka da eurvezhioù ouzhpenn dic'hopr.
  • NOZOKI : sellout dindan brozh ur plac'h, sellout a-dreuz holl digoroù he dilhad.
  • OGU : arz an ijinañ traoù talvoudus na c'heller ket implijout, evel ur wenterezig a stager ouzh ur fourchetez da yenaat an toazennoù.
  • OKAMA : "neb a vez tommet d'e beñsoù", ur paotr a vez enrevriet en eskemm ouzh arc'hant pe get.
  • SHINJU : "e kalon ar galon", un emlazh doubl diwar garantez.
  • TENDENKO : "ra dec'ho an holl da bep tu" ; an urzh a vez roet a rumm da rumm pa vez anv eus un tsunami.
Jorjieg
  • MIJNUROBA : bout ker sodiet gant ar garantez ma vezer truezet gant enebourien.
Kembraeg
  • HIRAETH : kreñvoc'h eget "hiraezh" ; freg an harlu, an hiraezh d'ur vro ma ne c'heller ket distreiñ, ma ne vezer bet biskoazh a-wechoù.
Koreaneg
  • NUNCHI : ezteurel ur c'hoant, ur mennozh, ur soñj en tav, dre isemouez.
Kroateg
  • UHLJEB : diwar hljeb, "bara" ; un den divarrek hag a vez gopret druz gant un embregerezh pe gant ar Stad a-drugarez d'e anaoudeien.
Mandinkeg
  • SAWÚTU : labour a-strolladoù ar merc'hed e-pad amzer ar glaveier.
Navac'hoeg
  • HOZHONI : ur sell hag a dap kened ar vuhez hag an Natur kent he zeurel er bed hag en Hollved.
Norvegeg
  • FRILUFTSLIV : pa vezer kentonet gant an natur.
Perseg
  • GHARBZADEGI : sevenadur ar C'hornôg lakaet da viruz.
  • KASHR : diskouez an dent pa c'hoarzher.
  • TAAROF : un doare sevended ma nac'her div pe deir gwech kent degemer tra pe dra ; ur gwerzher a nac'ho bezañ paeet evit e varc'hadourezh, met ret e vo paeañ evelkent – diaes-bras eo kevraouiñ un emglev gant Iraniz.
Poloneg
  • KAC : ur boan vlev eus ar re washañ.
  • NAPRACOWAĆSIĘ : labourat betek re.
  • WICHAJSTER : un dra bennak distumm na zeuer ket a-benn da envel, evel un tach o valirañ diouzh ur plankenn.
Portugaleg
  • DESBUNDAR : en em zigeriñ pa vezer o vourrañ.
  • JEITINHO : e Brazil, speredegezh ar straedoù, an ijin, rouedadoù an den.
  • MALANDRO : e Brazil, ur gwall baotr fin, laer ha c'hwiblaer hag a glask bevañ aes er-maez eus ur reizhiad a varn evel direizh.
  • QUILOMBO : e Brazil, kumuniezhoù ha kêriadennoù savet gant sklaved hag a zo tec'het kuit da gornioù-bro digenvez ; palenque eo ar ger spagnolek.
  • SACANAGEM : "orgedomp a-zevri, didrabas ha didabou".
Ruseg
  • KHALYAVA : al levenez a vez en den pa vez prest da baeañ evit un dra bennak hag a zo profet dezhañ.
  • MAT : yezh ha buhezegezh an hailhoned.
  • POKHMELITSA : adkemer ur werennad alkool pa zihuner goude ur revriad, evit chom hep klañvaat ; hervez an hengoun rusat ez eo ret evañ adarre evit kaout an dizober eus ar boan vlev.
  • SAMOGON : alkool strilhet e-maez lezenn er gêr evit e werzhañ, abalamour m'eo aet re ger ar vodka.
  • SASOUL'KA : ur bolzhinkin skorn.
  • SNIEGOPAD : an erc'h o kouezhañ puilh.
  • ZAPOI : stad un den hag a zo mezv-dall e-pad meur a zevezh pe sizhunvezh – hep mar un heuliad eus pokhmelitsa.
  • ZIERKAL'NYI : levn evel ar skorn pa vez par d'ur melezour.
  • ZIMOVAT : tremen ar goañvezh.
Sinaeg
  • DAKUAN : mondian nevez.
  • FUERDAI : bugale ur mondian nevez.
  • HEXIN : kalonenn galet un dra bennak ; hexin Strollad Komunour Sina eo ar prezidant Xi Jinping.
  • JINSIANIAO : "al labous er gaoued" ; ar vaouez hag a zo dindan beli ur mondian.
  • QING : liv glas ar menezioù er pelloù.
  • MANJIUYE : klask gorrek ul labour.
  • XIAOMI : pried koant ur mondian ; koantenn hag a vez gopret gant un dakuan evel sekretourez ha pried kleiz.
Saozneg
  • APRICITY : tommder an heol er goañv.
  • BRINICLE : ur bolzhinkin skor hag a zeu diwar en dour mor pa vez dour sall sklas o tont eus an dogenn skorn.
  • GROWLER : un tamm eus ur skorngrec'h hag a neuñv war ar mor.
  • HILLBILLY : en SUA, un den gwenn hag a vev war ar maez.
  • LUBBERLAND : baradoz al lezireien.
  • REDNECK : "gouzoug ruz" ; en SUA : ur c'hein melchon, ur chaoker patatez, un troc'her buzhug.
  • SLEET : glav hag erc'h kemmesket.
  • TO CRAM : kiañ noz ha deiz evit echuiñ ul labour.
  • TO MOON : diskouez e revr d'un den all, evit ober goap.
  • TO MOONLIGHT : *loarganniñ, kaout un eil micher diouzh noz, lezennel pe get.
  • UNDERDOG : "unan hag a goll en un emgann kon" ; e Bro-saoz : ur c'holler dirak ar reizhiad kevredadel pe bolitikel, un den gwasket.
  • WHITE TRASH : "livastred gwenn" ; en SUA : ar vevelien suj, ar gantreerien, an dorfedourien a bep doare a veze kaset da Amerika gant ar Rouantelezh-Unanet.
  • WINTERSEARING : an dristidigezh a santer pa vez yen ha hir ar goañv.
Serbeg-ha-kroateg
  • MERAK : ar blijadur a zeu pa zisoñjer an trabasoù pemdeziek, an dremened hag an dazont, en ur saouriñ pep predig gant ur gouelig a ranner gant tud all tro-dro d'ur bannac'h, d'ur meuz pe d'ur gaoz.
Skoseg
  • CURGLAFF : ar pezh a santer dik goude bout en em daolet en dour sklas.
Spagnoleg
  • ACHAPLINARSE : bezañ en entremar kent tec'hel kuit evel Charlie Chaplin.
  • AVIADOR : "nijer" ; e Mec'hiko, un den hag a vez gopret gant un embregerezh hep labourat.
  • CULIFLOJO, CULIPRONTO : e Mec'hiko, un den hag en devez darempredoù revel a-zehoù hag a-gleiz.
  • ENCARAMELARSE : bezañ dibaouez oc'h ober kaezhigoù an eil d'egile.
  • HACER SAN LUNES : e Mec'hiko, chom hep mont da labourat da Lun, evel pa vije gouel "Sant Lun".
  • MAPACHE : "rakoun" ; un den hag a fals dalc'had ur pod-mouezhiañ evit kreñvaat ur strollad politikel.
  • MORDELÓN : e Mec'hiko, ur poliser ha na zistro ho paperoù deoc'h nemet en eskemm ouzh moneiz.
  • SOBREMESA : an amzer a dremener o com ouzh taol goude echu ur pred.
Svedeg
  • ÄTTESTUPA : tornaod, bri ma lamm tud kozh evit en em lazhañ.
  • DÖSTÄDNING : "kempennadurezh ar marv" ; pa santer emañ ar marv o tostaat, kaout an dizober eus traezoù didalvez ha peurnaetaat an ti evit espern amzer ar c'herentoù.
  • FLYGSKAM : ar vezh diwar beajiñ dre garr-nij en desped da gudennoù an endro.
  • GÖKOTTA : sevel abred da selaou kentañ kan al laboused en nevezamzer. Kement ha koikoug e talv gök e svedeg.
  • LIVSNJUTARE : un den hag a gar ar vuhez, a vev a-zevri betek ar penn pellañ.
Taieg
  • SANUK : klask levenez e kement tra a vever.
Tibeteg
  • ACHU : ar stroñs a zeu pa grog ar riv en den.
Ukraineg
  • HOLODOMOR : un naonegezh aozet gant ur galloud evit diouennañ ur bobl.
Wolofeg
  • MBARAAN : evit ur vaouez, kaout meur a bried-kleiz pinvidik war an dro.