Charlie Chaplin
Charles Spencer Chaplin, amerikan a orin breizhveuriat, a oa un aktour, leurenner hag erbarer filmoù bet ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1889 e Londrez ha marvet d'an 25 a viz Kerzu 1977 e Vevey e Suis.
Brudet er bed a-bezh eo e dudenn Charlie, a zo skeudennet amañ a-zehoù.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab d'ur c'haner ha d'ur ganerez music-hall aet da baour e oa. Ken abred ha 1897, eizh vloaz dezhañ neuze, e pignas Charlie Chaplin war al leurenn gant e vreur Sidney evel dañserien zroch.
Da c'houde e voe gwelet e pantomimoù a droas dre Europa, ar Stadoù-Unanet ha Kanada. E-kerzh un droiad er Stadoù-Unanet eo e voe merzet gant Mack Sennett, en lakaas da sinañ ur gevrad en Hollywood.
Fent an troioù-kamm dreist-holl a oa er filmoù kentañ ma c'hoarias Charlie Chaplin ; diouzhtu avat e voe gwelet enno an dudenn a raje e vrud er bed a-bezh da c'houde : tog pompad, melloù botoù, bragoù mil pleg, mourrenn peg ouzh un dremm vorlivet, bazh-kamm ha kerzhed un houad.
Ag aktour e tremenas da leurenner ha neuze da filmaozer kent kenderchiñ e filmoù dezhañ adalek 1917 dre ar gompagnunezh United Artists ("Arzhourien Unanet") a grouas gant Mary Pickford, Douglas Fairbanks ha D. W. Griffith.
Abred e voe Charles Chaplin brudet er bed a-bezh, evel ma c'hallas merzout pa roas tro ar bed er bloavezh 1932.
Alies e c'hoarie perzh tud paour oc'h en em zifenn diouzh ar re binvidik ha galloudus, ar pezh a degasas kudennoù dezhañ er Stadoù-Unanet, ha ret e voe dezhañ o c'huitaat e 1952 en abeg da bolitikerezh ar senadour republikan Joseph Raymond MacCarthy.
Kevret gant merc'h Eugene O'Neill, e wreg abaoe 1943, he merc'h hag o seizh bugel ez eas da Suis d'em staliañ e 1953 kent mervel eno e 1977.
Charlie[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar troioù-kamm ar filmoù kentañ en Hollywood e troas Chaplin war-du ur fent soutil, fromus ha barzhoniel em droas tamm-ha-tamm da vurutelladennoù nerzhus direizhderioù ar gevredigezh, pa ziskouezent pilpouzerezh ha feulster ur bed tapet en enkadenn armerzhel ha gourdrouzet gant ar faskouriezh.
Dont a reas Charlie, an dudenn bet krouet gantañ, anezhañ un dister a zen paour, emsavet, dic'halloud ha leun a youl-vat, da vezañ un arouez eus tud e amzer o stourm evit o frankiz hag o dellezegezh enep an deknokrated e servij an armerzh hag ar gensentourien o zouell, o c'horvo hag o argas bemdez.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keystone Studios[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1914
Essanay Studios[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1915
1916
1918
Mutual Film Corporation[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1916
1917
|
First National[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1918
1919
1920
1922
1923
United Artists[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1923
1925
1928
1931
1936
1940 1947
1952
Diwezhatoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1957
1959
1967
Arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|