Vodka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur voutailhad vodka Żubrówka, eus Polonia.

Ar vodka zo un died alkoolek (37%-97%) treuzwelus, graet diwar lambig patatez pe greun ed (gwinizh, segal...). Graet e veze e broioù Europa ar Reter (Polonia, Rusia, Ukraina, Finland...) ha stank e vez kavet er broioù-se ma vez graet gant etre 4 000 ha 5 000 merk kenwerzhel disheñvel. E 2005 e oa deuet da vezañ an alkool gwerzhet ar muiañ er bed. E broioù Europa e rank bezañ da nebeutañ 37,5% a alkool ennañ hervez lezenn (peurvuiañ e vez 40%) ; er Stadoù Unanet e rank bezañ da nebeutañ 40%.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vodka zo ur ger deveret eus ar ger voda, a dalvez kement ha "dour" er yezhoù slavek. Talvezout a ra ar ger vodka eta kement ha "dourig". Skrivet e vez водка e rusianeg, wódka e poloneg.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]