Mont d’an endalc’had

Viktor Orbán

Eus Wikipedia
Viktor Orbán
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHungaria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOrbán Viktor Kemmañ
Anv ganedigezhOrbán Viktor Mihály Kemmañ
Anv-bihanViktor Kemmañ
Anv-familhOrbán Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Mae 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSzékesfehérvár Kemmañ
TadGyőző Bálint Orbán Kemmañ
MammErzsébet Sípos Kemmañ
Breur pe c'hoarGyőző Orbán, Áron Orbán Kemmañ
PriedAnikó Lévai Kemmañ
BugelRáhel Orbán, Gáspár Orbán, Sára Orbán, Róza Orbán, Flóra Orbán Kemmañ
Yezh vammhungareg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, hungareg Kemmañ
Micherpolitiker, gwiraour, c'hoarier mell-droad Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh, gwir Kemmañ
Savlec’h c’hoari pe spesialdedforward Kemmañ
Bet war ar studi eTeleki Blanka high school and junior high school, Eötvös Loránd University, Pembroke College Kemmañ
Lec'h labourBudapest Kemmañ
Strollad politikelFidesz Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2019 European Parliament election in Hungary Kemmañ
Ezel ar skipailh sportBudapesti EAC Kemmañ
Relijion pe kredennKalvinouriezh Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ
LuskadMirouriezh, antiliberalism, right-wing antiglobalism Kemmañ
Luskad politikeltu dehoù pellañ Kemmañ
Ideologiezh politikelneonationalism Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.miniszterelnok.hu, https://miniszterelnok.hu/en Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://powerbase.info/index.php/Viktor_Orban, https://dissidenten.eu/laender/ungarn/biografien/viktor-orban/ Kemmañ
Viktor Orbán e miz Kerzu 2010

Viktor Orbán (pe Orbán Viktor evel ma lavarer en hungareg, distaget [orbaːn viktor]) (ganet d’an 31 a viz Meurzh 1963 e Székesfehérvár) zo ur politikour hungarat. Kentañ ministr e vro eo bet eus 1998 da 2002 hag adarre abaoe 2010.

Studioù war ar gwir en deus graet e skol-veur Eötvös Loránd Tudományegyetem e Budapest hag en Oxford. E 1988 e oa bet unan eus diazezerien ar strollad Fidesz. E 1990 e oa bet dilennet da gannad e parlamant Hungaria, ha tri bloaz diwezhatoc’h e oa e penn Fidesz. E 1998 e oa deuet da vezañ kentañ ministr ar vro, pa oa bet gounezet ar votadeg gant e strollad Fidesz-MPP.

Dindan e renerezh e oa bet kemmet ideologiezh ar strollad Fidesz, ur strollad frankizour betek 1994 ha deuet da vezañ ur strollad mirour ha broadelour e 1994-1995. Gant se e oa deuet a-benn da c’hounit ar votadeg e 1998 ha deuet e oa Viktor Orbán da vezañ kentañ ministr ar vro. Pa oa tamallet dezhañ e zoare aotrouniek da ren ar strollad hag ar gouarnamant, e voe kollet votadeg 2002 gant Viktor Orbán. Strivet en deus goude-se da adunaniñ ar virourien ha gounezet adarre votadeg 2010, gant e strollad Fidesz-MPP. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr Hungaria en-dro da neuze.

Mennozhioù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo Viktor Orban evit kaout mennozhioù mirour ha broadelour rik.

Enep-komunouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 14 ha 15 vloaz, e voe sekretour an aozadur yaouankiz komunour (KISZ). Orbán a zisklêrias eus ar mare-se e-pad un atersadenn, en devoa kemmet rik e selloù politikel e-pad e servij soudard. Hiziv-an-deiz e tisklêr e oa eñ "hegredik ha kredour" d'ar renad komunour.

Viktor Orban a zo bet enep-komunour dre ma oa e-penn ur strollad mirour, bet e oa bet ivez enep Rusia en ur c'houlenn emezeliñ en NATO. Tostaet eus an Unaniezh europat, goustadik ez eo bet gant mont tostoc'h-tostañ ouzh Rusia Poutin.

Kollet eo bet an enep-komunouriezh gantañ betek chom o komz nebeut eus ar sujed-se.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.