Mont d’an endalc’had

Shimon Peres

Eus Wikipedia
Shimon Peres
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIsrael, Palestina fiziadour, Eil Republik Polonia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denשמעון פרס Kemmañ
Anv ganedigezhSzymon Perski, שמעון פרסקי Kemmañ
Anv-bihanShimon Kemmañ
Anv-familhPeres Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Eos 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVišnieva Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gwe 2016 Kemmañ
Lec'h ar marvSheba Medical Center Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage Kemmañ
Lec'h douaridigezhNation's Great Leaders Graves Kemmañ
TadIsaac Peres Kemmañ
MammSara Meltzer Kemmañ
PriedSonia Peres Kemmañ
BugelTsvia Walden, Johnny Peres, Chemi Peres Kemmañ
KarLauren Bacall Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, galleg, hebraeg, rusianeg, poloneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner, barzh, ministr Kemmañ
ImplijerMossad Kemmañ
Bet war ar studi eNew York University, Skol-veur Harvard, New School, New School for Social Research, Ironi Alef High School Kemmañ
Lec'h labourJeruzalem Kemmañ
Affiliation stringOffice of the 9th President of the State of Israel Kemmañ
Strollad politikelKadima, Israeli Labor Party, Rafi, Mapai Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1996 Israeli prime minister election, 2007 Israeli presidential election Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2013, World Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2004 Kemmañ
Shimon Peres

Shimon Peres (hebraeg: שמעון פרס) ganet d'an 2 pe 3 a viz Eost 1923 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Gwengolo 2016 a oa ur politiker israelian bet kentañ ministr meur a wech, ha prezidant ar vro etre 2007 ha 2014.

Shimon Peres, a zo bet ganet gant an anv Szymon Perski e Wieniawa, Polonia (a zo bremañ Vishniev e Belarus). Pa oa bugel ez eas gant e familh da dTel Aviv, e Stad Israel e 1934. E studioù a gasas e skol Geula School e Tel Aviv hag e Skol al Labour-douar e Ben Shemen.

E 1947 ez eas gant Haganah (a droas da Lu Israel da c'houde) hag anvet eo bet gant David Ben-Gurion evel den e-karg eus ar c'hoskor ha pourchas an armoù. E 1952 e voe anvet e renerezh Ministrerezh an Difenn hag e 1953 ez eas da rener-meur ar Ministrerezh. Pourchas armoù da Israel a oa ur stad gwall yaouank c'hoazh e oa e gefridi pennañ. Brav e teuas gantañ pa zeuas a-benn da gaout Mirage III Dassault hag ur reaktor nukleel.

Buhez politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1959 e voe dilennet er C'hnesset, evel ezel eus ar Mapai, Strollad Al Labour. Etre 1959 ha 1965 e labouras dreist-holl e Ministrerezh an Difenn betek ma voe tapet gant an afer Lavon a-gevret gant Moshe Dayan. Mont a rejont o daou eus ar Mapai ha gant David Ben Gurion e voe savet ur strollad nevez ganto : ar Rafi. En em glevout a rejont adarre gant ar Mapai e 1968 (met hep Ben Gurion). E 1969 ez eas Peres da Vinistr an Envroerezh hag e 1970 da Vinistr an Dezougen hag ar C'hehentiñ. E 1974, goude bezañ bet Ministr ar C'helaouiñ e-pad ur frapadig, ez eas da Vinistr an Difenn e gouarnamant Yitzhak Rabin. Kevezerezh a voe etre Peres ha Rabin evit bezañ e penn o strollad. E 1977 ez eas e-lec'h Rabin evel Kentañ Ministr ha penn ar strollad pa oa bet dizoloet e oa bet miret gant Leah Rabin, e wreg, kontoù-bank en estren-vro, ar pezh a oa difennet en Israel. Trec'het evit ar wezh kentañ e voe Strollad al Labour gant Peres en e benn e dilennadegoù 1977 avat. E 1981 e c'hoarvezas ar memes tra. E 1984 e voe cheñchet penn d'ar vazh : ar strollad kentañ e voe al Labour ha Peres da vont da Gentañ Ministr e penn ur gouarnamant ennañ al Labour, al Likud ha strolladoù bihan. Diouzh an emglev bet savet d'ar c'houlz-se ez eas kuit evit bezañ Ministr an Aferioù Diavaez e 1986 ha Ministr an Arc'hant e 1988. E 1990 ez eas kuit eus ar gouarnamant (hag e strollad war e lerc'h) ha c'hwitaat a reas war e raktres sevel un emglev nevez gant strolladoù bihan eus an tu-kleiz ha strollad Haredi.

Etre 1990 ha 1992 e voe e penn an tu-enep er C'hnesset.

E deroù 1992 e voe trec'het e dilennadegoù diabarzh ar strollad hag Yitzhak Rabin da zistreiñ. Peres a voe e Vinistr eus an Aferioù Diavaez e 1992 hag ur roll a-bouez en devoe en emglevioù Oslo. Mont a reas war-lerc'h Rabin pa voe drouglazhet e 1995. Trec'het gant Benjamin Netanyahu e voe evit an dilennadegoù kentañ a-benn envel ur C'hentañ Ministr war-eeun e 1996. E 1997 n'ez eas ket war ar renk evit bezañ e penn al Labour hag Ehud Barak a yeas e penn ar strollad. E 1999 e voe lezet ur plas dister dezhañ er gouarnamant evel Ministr an Diorren Rannvroel. Goude trec'h Ariel Sharon war Varak e 2001, e tistroas adarre avat. E penn al Labour e voe en ur gouarnamant a Unvaniezh Broadel gant Sharon hag al Likud en e benn. Ministr an Aferioù Diavaez e voe Peres ur wezh all. Tu-kleiz ar strollad a glemmas met Peres a yeas kuit nemet pa savas al Labour a-du evit abretaat an dilennadegoù e 2003. Trec'het e voe al Labour kaset gant Amram Mitzna ha Peres da vont en e benn ur wezh diwezhañ. A-du e savas gant un emglev ouzh Sharon e dibenn 2004 pa voe lakaet sklaer ez aje lu Israel eus banndenn Gaza.

Trec'het e voe Peres d'an 9 a viz Du 2005 avat da vare dilennadegoù diabarzh al Labour ha d'an 29 a viz Du e reas e soñj kuitaat e strollad evit mont da harpañ Ariel Sharon hag e strollad nevez: Kadima (an distro).

E 2007 e voe dilennet da Brezidant ar vro.

Shimon Peres gant Donald Rumsfeld

Ar Priz Nobel evit ar Peoc'h a yeas gantañ e 1994 a-gevret gant Yasser Arafat and Yitzhak Rabin.

  • Ar bazenn gentañ (1965)
  • Ha bremañ warc'hoazh (1978)
  • seizh kroour Stad Israel (1979)
  • Ar Reter-kreiz nevez (1993)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.