Yasser Arafat
Ganet eo Yasser Arafat (ياسر عرفات), d'ar 24 a viz Eost 1929 e Kaero (القاهرة) Egipt ha marvet eo d'an 11 Du 2004 e Clamart (92) (Frañs). E anv melestradurel a oa Mohamed Abdel Raouf Arafat al-Qudwa al-Husseini (محمد عبد الرؤوف القدوة الحسيني) met Abou Ammar (|ابو عمّار) a veze graet anezhañ ivez, diouzh e anv brezel. Ur stourmer hollvrudet evit difenn gwirioù pobl Palestina zo bet eus Yasser Arafat, hag eñ bet o ren ar stourm kuzh a-raok bezañ e penn ar vro.
Unan eus krouerien ar Fatah eo bet er bloaz 1959 hag e penn an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina (ODB) eo bet ivez etre 1969 hag e varv. Dre e vrud hag e obererezh e lak anavezout stourm pobl Palestina er bed a-bezh. Diouzh he zu, Israel a ra spontour anezhañ en abeg d'ar stourmoù kalet a ren pe a lez ober. Er bloavezhioù 1990 ez eus anezhañ dileuriad Palestina en divizoù da glask mont war-du ar peoc'h gant Israel. Sinañ a ra emgevlioù Oslo e 1993 gant Yitzhak Rabin, kentañ ministr Israel ha Bill Clinton, prezidant SUA. Dont a ra da vezañ kentañ prezidant riez nevez Palestina ha resev a ra Priz Nobel ar Peoc'h e 1994 asambles gant Shimon Peres ha Yitzhak Rabin.
Adalek 2001, er bloaz m'eo dilennet Ariel Sharon kentañ ministr Israel, betek 2004 eo rediet Arafat gant Israel da chom e kêr Ramallah. Daou vloavezh-pad betek e varv eo lakaet da chom sparlet er Mouqata'a, (burevioù gouarnamant Palestina, e Ramallah). Goude un hir a sez lakaet gant arme Israel war ar Mouqata'a betek Here 2004 eo kaset Abou Ammar war ar prim, hag eñ klañv bras dija, da ospital an arme gall e Clamart ma varv un nebeud deizioù goude d'an 11 a viz Du.